Keleier e brezhoneg abaoe 2005

18 % a-enep diorren ar c’hembraeg

Hervez ur sontadeg bet graet nevez zo e Kembre e vehe 18 % ag an dud aterset a-enep ar pal a “1 milion a gembraegourion” embannet gant ar gouarnamant emren e 2017. Evel-just eo kentoc’h tud tost ag an Tories hag o chom e gevred ar vro. Padal eo laouen difennourion ar yezh gant ar sifr-se, bout ma ne souten ket, àr ar memes live, ar 82 % a dud a zo ali àr ar pal.

“Un bore mercher” skignet gant S4C, ar chadenn skinwel hollgembraek. @ S4C

“Ur milion a gembraegourion a-benn 2050”, setu ar pal a zo bet lakaet gant ar gouarnamant emren a Vro-Gembre. Hiriv an deiz e vehent 800 000, da lavaret eo etre 20 % ha 25 % a boblañs ar vro. Hogen en o zouesk, n’eus ken ‘met 10 % a ya gant ar yezh àr ar bemdez. Faotañ a ra d’ar gouarnamant e vehent 20 % a-benn 2050 (…)

Ur pennad gant Fabien Lecuyer embannet en niverenn 875, d’an 18 a viz Meurzh 2022.

_________

Ma fell deoc’h lenn ar fin : 

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez