Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ar parlantoù ha n’int ket aet da yezhoù

Atav e vez komzet ag ar parlantoù komzet gant ar bobl a zo aet da yezhoù ofisiel hag anavezet. Met parlantoù all a zo chomet ar fri àr ar gloued kar n’eo ket daet a-benn en emsavoù a bleustre àrne da forchiñ ur gwir standard gouest da dalañ ouzh ar yezh-vamm pe c’hoar.

Implijet e vez al luksembourgeg gant 77% eus an dud el Luksembourg.

E meur a bennad zo bet tro da gaozeal a barlantoù aet da yezhoù. Ar luksembourgeg a zo aet da yezh ofisiel ar Luksembourg da skouer, ha hi kontet da barlant alamaneg a-raok an eil brezel bed. An afrikaans a zo aet da yezh ofisiel Afrika-ar-su an Apartheid tra ma veze kontet da greoleg peotramant brizhlangach diàr izelvroieg betek 1925. Un emsav broadelour a stourmas e-pad pell evit ma vehe anavezet an norvegeg evel yezh vroadel e plas an daneg (diàr ar stourm-se e ta kudenn an daou standard a zo c’hoazh anezhe e Bro-Norvej hiriv an deiz). Trec’h eo bet a-benn ar fin. Anez komz ag an ukrenieg, an galisianeg, ar c’horseg, an asturianeg hag ar… gallaoueg e Breizh. An holl barlantoù-se a zo kontet da wir yezh bremañ. Ha padal eh eus bet un hir a stourm evit darn anezhe. Evit fed ar c’hreolegoù e vehe moaien ober ur pennad all àr an tem-se. Hiriv an deiz n’eus ken ‘met div vro m’emañ ofisiel ar c’hreoleg a vez komzet gant an darn vrasañ ag an dud : Haïti hag ar Seychel.

Hogen, parlantoù all, diàr meur a abeg, n’int ket aet da yezhoù. Ha koulskoude eh eus bet emsavoù o c’houlenn statudoù evite met n’int ket bet trec’h.

An amerikaneg e plas « saozneg ar roue »

E Stadoù-Unanet, da skouer, eh eus bet un emsav evit ma vehe anavezet an « amerikaneg » e plas ar « saozneg ». E 1789 e kinnigas Noah Webster, ur skrivagnour amerikan, e vehe krouet un norm evit an amerikaneg dishañval diouzh « saozneg ar roue ». Hag ober a reas ar mennozh-se berzh betek er XXvet kantved. Er bloavezhioù 1920 e voe kinniget un danvez-lezenn gant Jay McCormick, ur republikan anezhañ, evit ma vehe choazet ar gerioù amerikanek e plas gerioù saoznek pa oa tu. E 1923 e voe votet gant parlamant an Illinois e oa an « amerikaneg » yezh ofisiel ar stad zoken. Goude-se e voe votet ar memes mennad gant Dakota an Norzh ha Minnesota. Tud a glaskas cheñch an doare da skriviñ ar saozneg ivez kement ha krouiñ ur skritur « amerikan » (Benjamin Franklin a ginnigas traoù àr ar poent-se da skouer), levrioù zo bet embannet zoken ha kement zo. Met goude ar bloavezhioù 30 ne voe ket mui kaoz ag an emsav evit ur yezh amerikanek. An enkadenn ekonomikel a oa oc’h ober he reuz…

Flamankeg, ar yezh c’hlan ha disi

E Bro-Flandrez eh eus bet kemend-all. Dav eo kaout soñj eo bet choazet an izelvroeg gant ar vroadelourion flamank evel yezh ofisiel ar vro ha n’eo ket ar flamankeg. E berrgomzoù, choazet ez eus bet ur yezh a sevenadur uhel evit taliñ ouzh ar galleg. Hogen, lod ag ar vroadelourion a stourmas evit forchiñ ur standard flamank diàr ar parlantoù flamank a vez komzet e Bro-Flandrez, ha darn anezhe zo disheñval-mat diouzh an izelvroeg standard. Ne reas ket an emsav-se berzh àr-bouez…. e Bro-C’hall m’eo bet forchet « Flamank ar C’hornôg » gant rannvroelourion ar « Westhoek gall » ! Ar pezh zo fentus : evit ar vroadelourion flaman tomm o c’halon ouzh ar flamankeg e oa an izelvroeg un « trefoedach », ur « yezh vil », ur « meskaj », ur « yezh a baper ». Hag, er c’hontrol, e oa ar flamankeg ur yezh « c’hlan » ha « disi » ha n’eo ket trefoedachoù.

E Bro-Gebek, e Louisiane hag e Brazil eh eus c’hoazh seurt emsavoù ivez. Ne reont ket mui berzh e gwirionez, nag an eil nag egile… àr-bouez e Louisiane marteze.

Fabien Lecuyer

  • Ur pennad embannet en niverenn 844 – d’an 13 a viz Eost 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez