Kustum e vezer da grediñ eo ar skolioù katalan ur gwir baradoz evit ar c’hatalaneg. Hervez ur studiadenn nevez emañ pell Yann diouzh e gazeg c’hoazh e gwirionez kar kastilhaneg a vez implijet kalz e-pad ar c’hentelioù, er porzh ha dreist-holl er-maez ag ar skolioù.

Setu embannet danevell an hanterour katalan evit ar yezh Rafael Ribó hag ar gannadez e-karg a wirioù ar vugale hag ar grennarded, Maria Jesús Larios, diàr-benn gwirioù ha gizioù yezh ar vugale hag ar grennarded e Katalonia. Graet e oa bet un enklask àr plas ar c’hatalaneg er (…)
Ur pennad gant Fabien Lecuyer embannet en niverenn 877, d’ar 1añ a viz Ebrel 2022.