Evit liesaat o oberiantizoù ekonomikel e klask Islandiz desachañ an data centers en o bro. Evit dont a-benn da dizhout o fal o deus div arguzenn bennañ : o hin fresk a ro tro da yenañ an urzhiataerioù hep dispign re hag o zredan a zeu eus an energiezhioù adnevezadus.

Un data center zo ul lec’h ma vez strollet urzhiataerioù, servijerioù hag all. Enrollañ ha mirout titouroù rekis evit mont-en-dro perverzh un embregerezh eo e bal. Betek-henn e oa dedennet bras embregerezhioù meur ar gennad niverel gant ar broioù izel an tailhoù enno. Met cheñchet o deus penn d’ar vazh. Rak e gwirionez eo an data centers kaoz d’ur saotradur bras. O louc’h ekologel war (…)
Ur pennad embannet en niverenn 879, d’ar 15 a viz Ebrel 2022.