Un tregont bennak a yezhoù kenofisiel gant ar rusianeg a zo er republikoù emren a Vro-Rusia. En o zouesk ar C’homi, ur yezh fino-hougrian. E miz C’hwevrer e nac’has un emsavour yaouank respont e rusianeg en ur lez-varn a Republik ar gKomied. Goulenn a reas respont e komi, e yezh.

E penn kentañ miz C’hwevrer e kêr Suktyvkar, e norzh Bro-Rusia, e oa barnet ur paotr yaouank, Aleksei Ivanov e anv, 25 bloaz, kablus da vout kemeret perzh en ur vanifestadeg a souten da Navalny, enebour pennañ Vladimir Poutin anezhañ. Pa grogas ar barner da atersiñ ar paotr e rusianeg e respontas hemañ e komieg, yezh e bobl. Padal eo Aleksei Ivanov rusian. Ur paseporzh rusian en deus, ha gouzout a ouia rusianeg dre m’eo bet desavet en ur skol e rusianeg. Sed ar pezh a huchas outañ an aotroù barner. Hag Aleksei Ivanov ha respont e oa Republik ar gKomied ur republik mah eus enni div yezh ofisiel : ar rusianeg hag ar c’homieg. A-benn ar fin e voe galvet ur jubennour da dreiñ an divizoù gant ar barner.
Russky/Rosiisky
E gwirionez, evit kendrec’hiñ ar barner, e pismigas an emsavour àr ar ger implijet gant paotr ar lezenn : «Russky». Sed ar ger a implijas evit termeniñ an tamallad. Russky a dalvez «rusian a ouenn» ha « rusianeg » pa dalvez ar ger « Rosiisky » kement ha keodad ag ar c’hevread rusian. Ha pouezus eo kement-mañ kar bout zo meur a bobl, lod nann-slav, e Bro-Rusia. 160 broadelezh a vehe en holl, hervez niveradeg 2002 zoken. En o zouesk ar bobl gKomi. Hag Aleksei Ivanov a zo ur c’homi ha n’eo ket ur rosiisky evel m’en deus lavaret ar barner. Ur bobl fino-ougrian (evel Hongriz, Finiz, Estoniz, Samiz, …) a Rusia eo ar bobl gKomi. O republik dezhe o deus, ar republik Komi, m’emaint 25% ag ar boblañs o chom enni. Kostez an Oural emañ ar republik-mañ.
Yezhoù kenofisiel met…
E Rusia, e c’hell bout ofisiel yezhoù ar pobloù minorelaet en o republik pe tiriad emren (kar ur mor a statudoù dishañval a zo e gwirionez). Un tregont bennak a yezhoù a zo ofisiel e tiriad-mañ-tiriad neuze. An tatareg eo an hini anavezetañ : kazetennoù, radioioù, abadennoù skinwel ha skolioù a zo e tatareg. Kenofisiel eo ar yezhoù-se gant ar rusianeg ent-ofisiel met e gwirionez emañ an tu-kreñv gant ar rusianeg e pep lec’h ha dreist-holl er skolioù. Ha diaesoc’h-diaesañ eo jeu ar yezhoù-se er Rusia a-vremañ ! Kement ha kemer ur skouer : e 2018 e voe votet ur mellad gant kambr izel breujoù Rusia evit nulliñ ar lezenn a lake da ret kelenn yezhoù ar vro er skolioù publik ar Republikoù emren. Dre m’o deus ar « russkyed » aloubet forzh peseurt tiriad a vehe e Rusia pe tro-dro Rusia (er republikoù balt, Ukren, Belarus, …) emañ an holl bobloù bihaniverek àr o zammoù douar. Ha gwashoc’h c’hoazh evit ar re a gomz c’hoazh o yezh kar ur bochad pobloù a zo bet « rusianet » evit darn pe da vat.
E Republik ar gKomied eh eus 60% a Rusiz ha n’eus ket ‘met 130 000 Komi a ouia o yezh c’hoazh. N’eo ket ar wech kentañ eh eus trouz diàr-benn ar c’homieg er c’hontre. E 2019 e oa bet kondaonet ur lec’hienn kelaouiñ kar nac’het o doa ar gazetennourion tenniñ pennadoù skrivet e komieg ag o lec’hienn. Nullet e oa bet ar c’hastiz gant ar lez-varn-galv a-c’houdevezh avat.
Fabien Lecuyer
- Ur pennad embannet en niverenn 821 – d’ar 5 a viz Meurzh 2021.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ