Evit niveradeg ar bloaz-mañ ne fell ket d’ar Skoted respont e saozneg. Goulenn a ra difennourion ar yezh e tistrohe meneg ar yezh er paperachoù, ar pezh a c’hellahe reiñ dezhe arguzennoù evit goulenn muioc’h a skoaziadennoù evel evit ar skolioù, marteze, kar emañ difennourion Bro-Aberdeen o toullañ un hent nevez evit ar yezh en ur lise.

1,5 milion a dud zo ganet gant ar skoteg, yezh c’hermanek Bro-Skos (mui ar saozneg kar n’eus ket mui tud unyezhek e Bro-Skos), anavezet gant Kuzul Europa. Met n’eo ket anavezet ent-ofisiel er Rouantelezh-Unanet ha n’emañ ket àr baperachoù an niveradeg a vez (…)
Ur pennad gant Fabien Lecuyer embannet en niverenn 876, d’ar 25 a viz Meurzh 2022.
_________