N’eo ket er rannvroioù all nemetken e vez gwelet frailhoù er mogerioù. N’eo ket skoet Breizh kement met kudennoù zo memes tra abalamour d’ar sec’hor.

Priek eo an douar en ur c’harter eus Pont-Pagan en Il-ha-Gwilen. Pa vez gleb e koeñv gant an dour ha pa vez sec’hor e c’hoarvez ar c’hontrol, ar pezh zo fall-tre evit stabilded an tiez. Goude an amzer sec’h e 2022 o deus disklêriet pemp perc’henn ar frailhoù o devoa merzet ouzh o ziez. Met a-raok dija e oa c’hoarvezet gant tud all er gumun. Seizh vloaz zo en devoa gwelet un annezad eus ar c’harter an efedoù war e di. Pa ziskouez penaos emañ ar mogerioù e lavar, en ur ziskouez ar frailh e-kichen un nor : “Gwelout a raer eo fiñvet un disterañ al lodenn-se eus an ti. N’eo ket eeun an nor ken. Izelaet eo an ti en tu-se.” N’eo ket chomet hep ober netra. Lakaet en deus ensiklañ rousin dindan diazezoù an ti. Koustet eo ker dezhañ avat, 35 000 € e 2016, ha goude 15 000 €, ha n’eo ket echu. Krediñ a ra dezhañ e c’hellfe tizhout 70 000 € en holl. Ne vo ket kemeret e karg gant e asurañsoù. Rak evit bezañ digollet ganto eo ret kaout ur skrid-embann digant ar Stad hag a laka ar gumun er stad a wallreuz naturel.
Digalonekaet eo an dud
Pa vez e-giz-se gant an tiez e soñj dizehan o ferc’henned en dra-se. Dre ziv wech ez eus bet savet goulennoù evit ma vefe lakaet un skrid-embann da dalvezout, met nac’het int bet gant ar ministrerezh karget eus an dra-se. Emañ an ti-kêr o c’houlenn adarre hiziv met evit ar mare n’eus bet respont ebet. “Ar pezh a gavan dipitus eo an amzer a zo bet kollet” eme Vichel Demolder, ar maer. “E-keit-se e talc’h an tiez da vont war fallaat, ha seul washoc’h e vo goude.”
Betek-henn ez eus bet renablet en holl 106 ti skoet er gumun. Koulskoude e c’hellfe ar sifr-se kreskiñ c’hoazh e Pont-Pagan hag e lec’h all ivez gant ar cheñchamant hin.
Y.Y ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 924, d’an 21 viz C’hwevrer 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg