Hanter-kant vloaz zo goude nijadennoù Apollo en deus c’hoant mab-den da zistreiñ war al Loar.

John Young, Charles Duke, Harrison Schmitt ha Gene Cernan eo ar pevar egoraer amerikan diwezhañ o doa kerzhet war al Loar e-kerzh kefridioù Apollo-16 ha 17. E 1972 e oa. Ne oa ket bet eus Appollo 18, 19 hag 20 abalamour d’an diouer a arc’hant hag abalamour ne oa ket mui dedennet an dud nag ar mediaoù gant gounit al Loar. Padal e chome kalz a dra d’ober war al Loar ha gant al Loar. Ret e oa bet gortoz 50 vloaz evit ma teue ar c’hoant da vab-den distreiñ warni da wir. Un 10 kefridi bennak zo raktreset e 2022 (…)
Ur pennad embannet en niverenn 875, d’an 18 a viz Meurzh 2022.
_________