62 rod-avel a vo plantet e foñs mor Bae Sant-Brieg, e Breizh, war un takad braz a 75km². Embregerezh spagnol Iberdrola an hini eo a zo e penn ar chanter-se, dre hec’h embregerezh breizhad Ailes Marines. War ar renk emañ ivez er galv da ginnigoù un eil parkad tourioù-avel er mor, nepell eus Enez Groe. Pal Iberdrola, eme-eñ, eo “sevel ur raktres kiriekha padus”. An embregerezh spagnol eo an hini pouezusañ er bed da geñver energiezh an avel, hag e embann splann eo “kizidik ouzh gwareziñ an endro”.

Met peta a zo kuzhet a-dreñv d’ar c’homzoù-se ? Sed aze ar pezh emañ o klask kazetennerezed Splann!, dre un enklask dokumantel braz.
Un enklask da lenn amañ