Barrek war ar yezhoniezh, an dastum, an etnografiezh, Yann Rioù en deus labouret hardizh war kultur arvoriz Goueled-Leon. Pell zo eo dedennet paotr Lambaol gant istor ul lizherenn dispar, ar K barrennet.

Gant e levr « Le K barré, lettre interdite » (embannet gant Locus Solus e miz Here 2025) e kont penaos he deus gellet al lizherenn visterius treuzvevañ betek hirio.
Abred, er bloavezhioù 90, e oac’h bet intereset gant an istor-mañ. Petra zo kaoz ?
P’edon war-dro 16 vloaz ‘m eus savet gwezenn lignez va zudoù. Bet on o furchal e dielloù parrez Lambaol. Va mamm a oa ur Gerebelez. Diouzhtu ‘m eus kavet ar K barrennet. K/bel e oa skrivet anv va mamm e-barzh dielloù Lambaol. Lennet ‘moa goude ar reolennoù er rejistroù : kement anv familh, kêriadenn, tiegezh a oa skrivet gant ur K barrennet. Ordinal-kaer e oa. Evidon-me e oa ur sapre kavadenn. War-lerc’h ez aen da furchal e-barzh dielloù Brest gant va belo pe o c’hoari biz-meud.
Petra zo c’hoarvezet goude-se ?
E skol-veur Roazhon on bet : daoust ma oan studier e Roazhon 1 e tremenen an hanter eus an amzer e departamant keltiek Roazhon 2. Eno ‘m eus bet ar chañs abominapl da heuliañ kentelioù onomastik ar yezhoniour Gwennole ar Menn. Ne oa ket kalz a dud o heuliañ anezho : pevar pe pemp den d’ar muiañ tout. Lavaret en doa din e oa stank implij ar K barrennet. Lavaret en deus bet din mont da lenn ur pennad e-barzh ar gelaouenn La Nouvelle revue de Bretagne. D’ar poent-se ne oa ket bet moaien din da sevel ur studiadenn nevez. An hanter all eus an amzer edon e Beaulieu. Ur c’hamalad din e oa K/gall e anv. Met penaos e oa posupl ? Diouzh ar pezh ‘moa lennet e oa bet difennet e 1895 gant diviz ar C’huzul Stad. Ar pezh a oa, den ebet n’en deus gellet lakaat e zorn warnañ. Lavaret ‘moa da Gergall « n’eo ket posupl, kas din da rejistr ganedigezh ». Souezhet-bras on bet o lenn ur K/, barrenn a-dreuz e-kichen, evit ur paotr ganet e Saint-Cloud e 1969. Goude-se ‘m eus kavet e-barzh pajenn ar re varv en Télégramme anvioù gant K barrennet : lakaat a raen anezho a-gostez evit ma dielloù. E-barzh al levr-telefon ‘m eus kavet reoù all. Soñjet ‘m eus e oa moaien d’ober ur brezegenn vihan e Lambaol. Ar pezh a oa interesant da ziskouez e oa bev c’hoazh ar K barrennet e 1992. Bev e oa goude bezañ bet difennet ober gantañ !
Peseurt pouez he deus al lizherenn e-barzh istor ar brezhoneg skrivet ?
Ar K barrennet a veze implijet gant ar veleien evit an anvioù a oa « Ker » en o fenn. Ar K zo chomet bev a-drugarez d’ar K barrennet. Pa welez an anvioù kêriadennoù e-giz Cosquer, Quinquis… e komprenez ne oa ket aes ober ganti. Un dro ‘m eus kavet an anv iwerzhonat Kennedy skrivet gant ur K barrennet. Evidon-me eo chomet bev al lizherenn e-barzh anvioù familhoù gant K en o fenn.
Diskouez a ra ivez an disparti etre Breizh-Izel ha Breizh-Uhel : an anvioù gant Ker a vez kavet e Breizh-Izel nemetken. Da skouer, war an harz yezhoniel etre Sant-Brieg ha Gwened e kaver La ville es Chevalier eus tu Breizh-Uhel ha Kervarker eus tu Breizh-Izel.
N’ho peus ehanet da labourat war an dra-se goude ?
Na’m eus ket. Ar virus ‘m eus paket. E 1992 e oa bet embannet ur pennadig diwar-benn ar K barrennet e-barzh pajenn Breizh Ouest-France. Leun a dud o deus skrivet din goude-se. En o zouez ur C’herneiz (anv familh Kerneiz) o chom e Fougeras a oa skrivet e anv gant ur K barrennet a-dreuz. E 1985 en doa bet hemañ e vab-bihan kentañ : ar prokulor en deus nac’het derc’hel gant ar K barrennet. Urzhiet ez eus bet dezhañ skrivañ propik ar K barrennet. Estreget anv ar mab-bihan e ranke cheñch : dav e oa dezhañ reizhañ ivez anv an tad, reoù an tintined hag an dontoned ! E anv zo bet adreizhet. Memes mod evit an tad-kuñv marvet e Brest e 1944. A-benn ar fin, ar prokulor en doa c’hoant da reizhañ an anv evit ar vrankenn familh a-bezh. Fuloret-mik edo ar paotr : evitañ, ar K barrennet a rae perzh eus identelezh e familh. Ur skouer all, farsus, an taol-mañ : ur Rioù Kerangall e anv ganet e Montpellier war-dro 1880. Skrivet e oa e anv K/angall. Met hemañ a oa eus ur familh pinvidik : skrivet en doa d’ur barner evit cheñch e anv en ur lavaret e oa ur merk a noblañs. Reizhet eo bet e anv e Riou de Kerangall en ur grouiñ ar bartikulenn. Bez’ ez eus tud an deiz a hirio a gav dezho ez eo ur merk a noblañs !
Abalamour da betra ho poa bet c’hoant da embann ul levrig diwar-benn an dra-se e 2025 ?
Dres e-giz e 1992 : diskouez d’an dud eo chomet bev ar K barrennet. Ur prosez a oa bet dalc’het e 2011 : ur C’hervella a oa o labourat e Burundi. Skrivet e oa e anv gant ur K a-dreuz. Bet en deus bet ur c’hrouadur e Pariz, hag unan all en India. Div wech ez eus bet nac’het skrivañ ar K gant ur slash. Tapet en deus un advokad evit mont e prosez e Naoned (an dud divroet a vez disklêriet o ganedigezh eno) : gounezet en deus ar prosez. Koulskoude, sekretourez al lez-varn he deus lavaret ne oa ket moaien d’en ober gant he sistem urzhiataer. « Skrivit gant an dorn ‘ta ». Setu respont ar prokulor !
Komzoù dastumet gant Julien Meffre
« Le K barré, lettre interdite » gant Yann Rioù ha Jacques André, embannet gant Locus Solus. 96 pajenn. Priz : 9,90 €
Ur pennad embannet en niverenn 1077, d’ar 17 a viz C’hwevrer 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


