Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Jener

Pep stourm en deus e zoare da gomz, e c’herioù ispisial ha n’int ket aes da gompren evit an dud n’int ket stourmerien. Met a-dreñv d’ar gerioù-se zo kudennoù gwir, kudennoù a c’hell bezañ merzet gant an holl dud, ma ‘z int displeget.

E 2013 e oa kinniget gant Najat Vallaud-Belkacem, ministrez an deskadurezh, ur benveg evit komz eus an ingalded etre merc’hed ha paotred er skolioù : an “ABC de l’égalité”. Ne oa ket un dra evit stourmerien, kentoc’h un doare da lakaat ar vugale da gomz diwar-benn petra eo bezañ ur paotr pe ur plac’h. Daoust d’ar benveg bezañ jentil-kenañ en deus stourmet meur a zen a-eneptañ, o lavarout e oa ur moaien da gelenn d’ar vugale “damkaniezh ar reizh”, peogwir o doa c’hoant ar feministed kelenn d’ar baotred bezañ mplac’h, pe heñvelreviad, pe n’eus forzh petra, a-enep frankiz ar vugale.

Da gentañ tout, n’eus “damkaniezh ar reizh” ebet. N’eo ket un dra da gelenn, pe un dra da lakaat tud da soñjal ennañ. Met ar reizh zo un danvez da studiañ.

Petra eo ar jener ? Pep den en deus un dra bennak etre e zivc’har, hag an dra-se a lâr petra eo rev an den-mañ. 1,7 % eus an dud a zo ganet etrerevek, met evit an tud all n’eo ken sklaer an dra-se. Disheñvel eo ar reizh ouzh ar rev : ar reizh eo un dra predoniel. E-barzh ma c’horf din, pe ma empenn din, e santan ez on ur paotr pe ur plac’h ? Liammet eo an dra-se gant ar sevenadur : d’ar poent-se eo pouezus en em c’houlenn petra eo bezañ ur plac’h, pe ur paotr. Daoust hag-eñ ez eus un anien bennak a lâr petra eo ur plac’h ? 

Setu ur goulenn en deus respontoù disheñvel, hervez an dud a respont. E-touez ar feministed ivez ez eus soñjoù disheñvel. Feministed zo a soñj ez eus un anien benel, hag an diforzhoù etre paotred ha merc’hed a zo diouzh an natur. Alies eo ar soñj ekofeminist liammet gant an dra-se. Evit feministed all, n’eus diforc’h ebet da gentañ, met peogwir n’eo ket desavet ar baotred hag ar merc’hed heñvel, e teu an daou da vezañ disheñvel, a-benn ar fin. “Ne vezer ket ganet maouez. Dont a reer da vezañ evel-se”. 

Sklaer eo evit an holl. En hor c’hevredigezh, n’eo ket ar memes tra bezañ ur plac’h, pe ur paotr. Ha se eo ar pouezusañ : a-raok soñjal deus pelec’h e teu ar jener eo ret kompren ez eus doareoù da vezañ, traoù da garout, traoù d’ober, liammet gant ar jener. Evit tud zo, eo mat-kenañ an dra-se : ma ‘z out ur paotr e plij dit bragoù bras, kirri ha mell-droad, brav-tre evidout ! Aesoc’h eo ar vuhez pa’z out e-barzh ar reol. 

Koulskoude ez eus tud n’int ket mat e-barzh ar reol. Tud a soñj e vefe aesoc’h o buhez ma vefent deus ar jener all, pe hep reizh, pe gant ur jener un deiz ha gant ur jener all un deiz all. N’eo ket aes da gompren pa ’z omp mat en hor jener, met pouezus eo degemer mod soñjal an dud all, hep goulennata. N’emaomp ket en o empenn, n’emaomp ket en o c’horf. Lezel an dud da vezañ an hini o deus c’hoant da vezañ, setu ar frankiz gwir. 

>> Evit mont pelloc’h : Gender Trouble, Judith Butler.


Ur pennad gant Anna Cotty embannet en niverenn 888, d’ar 17 viz Even 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez