Ur vro o klask forchiñ hec’h identelezh vroadel eo Nigeria kar muioc’h evit 500 pobl dishañval (ha kement a yezhoù) a ya d’ober he foblañs. Hervez lod e c’hellahe ar pidjin – diàr ar saozneg petra naija – talvezout da yezh vroadel, hag eñ kenyezh evit poent.

Ur c’hreoleg diàr saozneg gant forzh gerioù portugaleg ennañ eo ar pidjin Nigeria peotramant “naija”. En Nigeria e vez komzet gant muioc’h evit 50 % ag ar boblañs, sed 75 milion a dud ! Ha komzet e vez e broioù tro-dro ivez. Saozneg eo yezh ofisiel nemeti Nigeria ha padal emañ ar pidjin o c’hounit tachenn kar talvezout a ra da genyezh en ur vro mah eus 219 milion a dud o komz 529 yezh dishañval. Darn a vez kelennet en holl skolioù : an haoussa, ar yorubo (…)
Ur pennad gant Fabien Lecuyer embannet en niverenn 878, d’an 8 a viz Ebrel 2022.