Ninnog Latimier-Kervella

Kelennerez war ar saozneg eo Ninnog Latimier-Kervella e skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper.

Ninnog, unan eus ar 7 bugel kentañ e oac’h e skol Diwan Al Lenn Du e Kemper. Peseurt eñvorennoù ho peus eus ar bloavezhioù-se, mar plij ?

Yaouank tout e oan, evit gwir n’eo ket gwall sklaer an diforc’h etre ma eñvorennoù hag ar skeudennoù bet gwelet ganin dibaoe. Met dre vras e chom ganin eñvorennoù diavaez dreist-holl, bezañ er-maez gant ar re all, bale er c’hoadoù, dastum bleunioù. Prantadoù hir en oto ivez rak hir e oa an hent etre Landrevarzeg hag Al Lenn Du e karr bihan ruz ma mamm.

Peseurt studioù ho peus heuliet da c’houde ?

Studioù war ar saozneg e Roazhon II goude bezañ tapet un eil bachelouriezh en Oklahoma, er Stadoù-Unanet. Dindan 18 e oan c’hoazh pa ‘z eo bet tapet ar vachelouriezh ganin, setu o doa gallet ma zud enskrivañ ac’hanon en ur program etrebroadel eskemm evit ar re yaouank. E daou lise eus Muskogee, Oklahoma on bet o heuilh kentelioù e-pad ar bloavezh skol 1993-1994. Tapet an diplom ganin e Muskogee High School. E-gizh ur bloavezh marvailhus ‘diavaez red ar vuhez e chomo d’am c’halon evel er filmoù amerikan met gant skoilhoù ha lod eus trec’hoù kaletañ ma buhez ivez. Distag, dieub, fromus ha koulskoude prevezh, dianav d’am re amañ, un ehan din-me ma-unan e red diroll ar bed e Breizh. E-pad ma bloavezhioù e Roazhon II, em eus kroget da gelenn brezhoneg e Skol An Emsav, heñchet, harpet hag aliet fur gant Nikolaz Davalan. Ezel eus burev Kejadenn oan bet ivez rak daoust ma oan studierez war ar saozneg e ruzen ma botoù er gevrenn geltiek peurliesañ. (…)


Un atersadenn embannet en niverenn 883, d’an 13 a viz Mae 2022.

Ma fell deoc’h lenn ar fin : 

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez