Panelloù divyezhek gouezeleg-saozneg a vo staliet un tamm e pep lec’h e kêr-c’hGlasc’ho. Ouzhpenn-se emañ an ti-kêr e soñj sevel ur monumant evit reiñ enor d’ar yezh ha d’ar re a rae ganti gwechall. Ur steuñv hollek an hini eo a zo àr ar billig evit kreñvaat plas ar yezh e kêr vrasañ Bro-Skos. E keit-se emañ an Highlands o prientiñ “sizhunvezh ar gouezeleg” a vo dalc’het e fin miz Meurzh.

E Glasc’ho e oa gouezeleg ar yezh komzet ar muiañ etre an IXvet kantved hag an XIIvet kantved. Ne oa ket ag ar “gouezeleg Bro-Skos” d’ar mare-hont. Ar memes yezh e oa, mui pe vui, a veze komzet e Bro-Iwerzhon hag e Bro-Skos, daoust m’o doa kroget an div (…)
Ur pennad gant Fabien Lecuyer embannet en niverenn 874, d’an 11 a viz Meurzh 2022
_________