Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Saint-Pierre d’Irube

Gouniet o deus emsavourion an euskareg e Saint-Pierre d’Irube. Goude bout nullet raktres ar skol euskareg dre soubidigezh gant ar rektorez nevez he deus en em zislavaret ar gargardez. Manifestadegoù a oa bet dibaoe miz Gouere met un emvod e Pariz etre dilennidi ar vro ha kuzuliourion an Deskadurezh Stad eo a cheñchas penn d’ar vazh. Hag àr un dro eo bet savetaet an Ofis evit ar yezh !

Ne souezhus pegen cheñch-dicheñch e c’hell bout displegadenn ar lezennoù e Bro-Euskadi. E miz Gouere e oa «e-maez lezenn » ar c’hlas publik dre soubidigezh a oa sañset bout digoret e Saint-Pierre d’Irube e miz Gwengolo. Er-maez ag ar vonreizh zoken e oa-hi kar skrivet eo sklaer en destenn e ranker kelenn d’ar vugale e galleg nemetken. Ha goude mizioù trouz ha manifestadegoù eo daet da vout « reizh e-keñver ar lezenn » (hag ar vonreizh anat) an hevelep klas. Nag un taol hud !

Ur rektorez lavar-dislavar

D’an 13 a viz Here e oa bet un emvod e Pariz etre dilennidi Iparralde hag an minister. Ha jeu e oa bet hervez ar gazetenn enlinenn Mediabask. « Bet omp bet pell a-walc’h dimeurzh tremenet » a lavaras ar senedourez PS Frédérique Espagnac da skouer. Daou zevezh goude an emvod e embannas, libistr tout, Anne Bisagni-Faure, anezhi rektorez akademiezh Bourdel e oa bet « klevet ar diaesterioù bet ganet diàr an diviz hon doa embannet, diwezhat-tre, da chom hep digeriñ ur skol-vamm dre soubidigezh e skol Saint-Pierre d’Irube ».

Marteze he doa klevet ar chadennad a dud evit souten ar c’hlasoù dre soubidigezh e oa bet aozet an dibenn-sizhun dremenet e Baiona gant Euskal Konfederazioa. Ur mil a dud a oa bet tolpet memestra. Ha mont a reas o huchadennoù betek rektorelezh Bourdel ? « En em zislavarout » a vez lavaret « gibel egin » en euskareg.

Bet kuzulierez Manuel Valls

Met pelloc’h choazh e resisaas ar rektorez « Ne vo ket mui berzet raktres skol dre soubidigezh ebet hiviziken ganimp». En Iparralde peotramant er C’hwechkogn a-bezh ? Pa oa bet anvet e Bourdel e hañvale bout reut a-walc’h e-keñver ar yezhoù rannvro (poatvineg, okitaneg hag euskareg) a vez komzet en hec’h akademiezh. Marteze peogwir e oa bet kuzulierez e-karg ag an Deskadurezh e-barzh kabined Manuel Valls – hag eñ jakobinour daonet – pa oa eñ ministr-kentañ. Ha sioulaet eo ar gargadourez bremañ ?

Gant Alain Iriart, anezhañ maer Saint-Pierre d’Irube, zo bet embannet e vo graet ar seizh gwellañ evit ma c’hello bout digoret ar c’hlas kerkent ha distro-skol vakañsoù an Hollsent.

Savetaet an OPLB

Hag àr un dro eo bet savetaet an OPLB, an Ofis evit an euskareg. Stegn e oa an traoù en ensavadur evit ar yezh, dibaoe mizioù. D’ar 15 a viz Here e oa an emvod-meur ha dilennet eh eus bet ur prezidant nevez : Antton Curutchary, anezhañ bez-prezidant EPCI Bro-Euskadi. Dre ma vez argantaet an OPLB gant ar stad (evit 25% ag ar budjed) ha dre mah eus dilennidi ag ar stad ar c’huzul-meriñ e oa dañjer e vehe bet trouz da geñver an emvod-meur. Eurüzamant eo bet sioulaet ar jeu gant diviz Pariz ha kendalc’her a ra an OPLB gant e hent.

Fabien Lécuyer

Ur pennad embannet en niverenn 802 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez