
Tamm-ha-tamm e ta a-benn ar broadoù indian a Ganada da ledanaat o emrenerezh. Nevez zo eo bet roet d’ar meuriad Cowichan, e Kolombi-Breizhveurek, ar galloud àr an deskadurezh da skouer. Mod-se e c’hello skol ar meuriad kreñvaat plas ar yezh er c’hlasoù. Broadoù all a zo o klask kaout seurt barregezhioù dre marc’hata gant Ottawa.
E fin miz Genver o deus votet ar meuriadoù Cowichan hag ar broadoù Dididaht a zDuncan e Kolombi-Breizhveurek evit (…)
Ur pennad gant Fabien Lecuyer embannet en niverenn 871, d’an 18 a viz C’hwevrer 2022
_________