Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ya! zo o klask

Emañ Keit Vimp Bev o klask ur gazetennerez pe ur c’hazetenner evit he c’hazetenn Ya!

Kefridi : Skrivañ 2 pe 3 fennad bep sizhun. Atersiñ tud dre bellgomz, dre vizio pe dre ar vro diouzh an ezhommoù. Kenlabourat a raio gant kenurzhier/maketenner ar gazetenn.

Doare den : Skiant-prenet war ar vicher deuet mat. En e·he aez gant ar brezhoneg dre skrid ha dre gomz, live C1 (DBY) d’an nebeutañ. Bezañ en e·he aez gant an urzhiataer hag evit tapout poltriji. Bezañ emren ha gouest da labourat a-stroll. Kaout an aotre-bleniañ hag un oto.

Kevrat labour : Kevrat termenet 6 miz. Hanter-amzer. Goude 6 miz e c’hellfe bezañ astennet ar gevrat termenet pe ur gevrat didermen a c’hellfe bezañ kinniget ivez.

Gopr : 110% eus ar SMIC

Evezhiadennoù : Kregiñ e miz Genver 2023. Labour a-bell pe e burevioù Keit Vimp Bev e Laz. Un urzhiataer hag ur pellgomzer hezoug a vo prestet. Deiziad termen evit lakaat e·he anv : d’an 2 a viz Kerzu. Bodad-tuta d’an 8 a viz Kerzu goude-merenn.

Darempred : Kas ur CV hag ul lizher emginnig war anv renerez an embann Laurence Lavrand dre bostel da : nikolaz.kvb@gmail.com Gouzout hiroc’h : Nikolaz Gourvenneg, 06 59 27 99 70.

Da lenn

Da lenn ivez