Bale a blij deoc’h ? Deuit d’ober Tro Menez Are peotramant da reiñ un taol-sikour e Plouneour-Menez d’an 9 a viz Mae 2024 ! Abaoe 35 bloaz e vez kinniget evit arc’hantaouiñ skol Diwan Kommanna, e Menez Are. Etre 5000 ha 7000 den zo gortozet en devezh-se evit ober troiadoù war-droad ha mont d’ar festoù-deiz.
Er bloavezhioù 1980 e oa bet soñjet sevel un abadenn evit sikour skol Diwan Kommanna, e Menez Are. Mont a ra en-dro an holl skolioù Diwan memes mod, gant pep a gevredigezh hag a souten ar skol, evel Tro Menez Are e skol Diwan Kommanna, ha pep a guzul. “Ur valeadenn ‘oa e penn-kentañ », eme Tangi Daniel, kenbrezidant ar gevredigezh. « D’ar mare-se ‘oa skañvoc’h [al labour] evit arc’hantaouiñ ar pezh a vez graet gant ar vugale, paeañ tud-ar-c’hempenn hag ar skolaerezed skol-vamm.” E 1989 e oa bet krouet Tro Menez Are ha setu lañset an traoù !
“Tamm-ha-tamm eo deuet da vezañ brudet », emezañ. « Tost da 6000, 7000 den memes a-wechoù, a ra Tro Menez Are.” Bremañ ez eus war-dro 40 bugel enni, eus ar re vihan er skol-vamm betek ar re CM2, hag ezhomm zo arc’hant atav. “Ur skol brevez an hini eo », emezañ. « Digoust, pe dost evit netra. N’eus ket kalz da reiñ.”
Tud a-youl vat a-leizh
300 den a-youl vat a sikour aozañ Tro Menez Are er bloaz-mañ. Abaoe mizioù e vez labouret gant Tangi Daniel ha gant ar re all evit kinnig 7 hentad hag a loc’ho eus Plouneour-Menez : unan 5 km, unan 10 km “aes”, unan 10 km “ha n’eo ket ken aes”, unan 15 km, unan 20 km, unan 30 km hag unan 40 km. An dud nammet ivez a c’hallo ober an troiadoù gant skoazell ar c’hevredigezhioù Amicyclette hag ADDESS.
E-touez an abadennoù kinniget e vo daou fest-deiz, unan war plasenn ar vourc’h azalek 2 eur goude merenn hag unan all e abati Plouneour-Menez etre 11e vintin ha 3e goude merenn. “Ur bern tud ‘vo evel ar strolladoù Kaolila, Re an Are, Baliskis, ar c’honter Patrik Ewen… », eme ar c’henbrezidant. A-youl vat eo ar vuzisianed hag ar ganerien, rak roet e vo an arc’hant da Dro Menez Are. Poent eo lakaat e anv evit bezañ a-youl vat.
Manon Deniau
Ur pennad embannet en niverenn 987, d’ar 7 a viz Mae 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg