Keleier e brezhoneg abaoe 2005

DegemerKeit Vimp Bev

Keit Vimp Bev : An ti-embann

Keit vimp bev a zo ur gevredigezh mod lezenn 1901 krouet gant Yann-Fañch Jacq e 1982 evit reiñ buhez d’an embann e brezhoneg. Staliet eo e Laz e Penn-ar-Bed. Embannet e vez levrioù e brezhoneg ha dreist-holl kelaouennoù evel Toutouig (0-3 bloaz) Rouzig (3-8 vloaz) Louarnig (8-12 vloaz) hag ar gazetenn Ya! evit ar grennarded hag an dud deuet. Krouet eo bet he logo e 2002 gant an arzourez Maïna Kernalegenn.

Chomlec’h : 22, Grand Rue 29520 LAZ // Pellgomz : 02.98.26.87.12 // Postel : darempred [@] keit-vimp-bev.com

Un nebeud levrioù embannet

Ar c'helaouennoù

TOUTOUIG

Ur gelaouenn viziek divyezhek evit ar vugale zo etre 6 miz ha 3 bloaz eo Toutouig. Dereat eo evit ar familhoù, ar magourioù, ar skolioù-mamm. Tro-dro d’un tem eo savet pep niverenn ha diorret goude-se e rimadelloù (istorioù berr, c’hoarioù, pajennoù geriaoueg).

ROUZIG

Er gelaouenn viziek Rouzig e kavoc’h un istor hag a c’heller selaou dre lec’hienn Keit Vimp Bev. Kavet e vez ivez ur rubrikenn “ober” bennak : rekipe, bitrakoù da sevel, taolioù-arnod, deskiñ tresañ hag evel-just e vez lennet ivez troioù-kaer Rouzig, ki muiañ-karet ar vugale !

LOUARNIG

Bep miz e vez kavet rubrikenn al loened gant Sandrine, ur vezegez-loened a gomz brezhoneg hag a respont d’ar goulennoù kaset dezhi gant ar vugale ; ur gejadenn gant ur bugel a ro da zizoleiñ e/he sevenadur a c'heller lenn ivez ; ha bannoù-treset e brezhoneg (Kid Paddle...).

Levrioù da selaou

Søren Vras

Karout a ra Søren vras ar beajoù. Met plijet bras eo ivez da zistreiñ d’ar gêr : emañ e vammig o c’hortoz anezhañ. Kroget en deus Pog da skrivañ dre ar c’hanaouennoù : daou-ugent albom evit ar re vihan a zo bet embannet betek hiriv (e ti Bilboquet, Frimousse, Gautier-Languereau, Sarbacane…). Adkavet e vez anezhañ ivez e-touez bannoù-treset ar re yaouank gant « Trappeurs de Rien » (treset gant Thomas Priou) ha bannoù-treset ar re vrasañ gant « Mulo », treset gant Cedrick Le Bihan hag emabnnet gant Dargaud. « Søren vras » zo ar pempvet albom embannet e ti Keit Vimp Bev.

Kenan ha Guldrug

Aon en deus Kenan rak an euzhvil kuzhet e korn teñval e gambr. Ha Guldrug ne blij ket kalz dezhañ bevañ asambles gant ar paotrig-se, ne baouez ket da c’hervel e dad da sikour. A-benn ar fin int heñvel a-walc’h o daou.

Albomoù all embannet gant Keit Vimp Bev da selaou : amañ

Pennad ebet

Heuliit Keit Vimp Bev

2,571heulier·ezHeuliañ
415heulier·ezHeuliañ
754heulier·ezHeuliañ
spot_img