Setu ur yezh gevrinus mah eus unan : ar vimisoyeg an hini eo, yezh kêr Wilamowice e Bro-Bologn. Hervez an enklaskoù diwezhañ e vehe daet trevadennourion flamank, izelvroat, alaman ha skosat d’ober annez er gêr-se en XIIIvet kantved. Diàrne e vehe bet ganet ur yezh hep he far. Hiriv an deiz emañ en arvar bras avat.
Eus pelec’h e ta tud Wilamowice e Bro-Bologn ? Hervez lod e taont a vro flandrez tro an XIIIvet kantved, hervez lod-all e vehe anezhe ur meskaj etre trevadennourion flamank, alaman ha… skosat ! Se zo kaoz he deus o yezh perzhioù ag ar flamaneg, an alamaneg kozh, an izelvroeg, ar frizeg hag ar skoteg enni. En em anavezet a ra Wilamowiciz evel Flamaniz forzh penaos. E-pad an eil brezel bed e voe lakaet Wilamowice da diriad alaman/aryan gant an nazied. Dav oa d’an dud siniñ ar Volkliste ma vezent anavezet evel keodedourion ar Reich. 70% anezhe a signjont ha lod a voe kaset d’ar Wehrmacht d’ober o c’hoñje, e-barzh an 30% a nac’hjont, un ugent bennak a voe kaset d’ar c’hampoù.
Diaesoc’h goude ar brezel
Kaset e voe bet an dorzh d’ar gêr gant ar gomunisted goude ar brezel, avat. Wilamowiciz zo a voe kaset da Auschwitz, ma chomas ur lodenn ag ar c’hamp evit bac’hiñ enebourion ar renad komunour. Lod all a voe kaset d’an Oural peotramant d’ar Siberi. Eüruzamant e voe anvet Józef Putek da vinistr ar Postoù hag an Telegraf er bloavezhioù 50. Komunour e oa-eñ hag a-orin ag ur gêrig tal-kichen Wilamowice. Breutaat a reas evit tud e c’hêr orin, o yezh hag o sevenadur. Ha dreist-holl e lakaas anat ne oant ket Alamaniz anezhe. Ne viras ket ouzh ar gouarnamant polonat da zifenn implij ar yezh vimisoyek, kement hag ar gizioù, an dilhadoù hag ar c’hanennoù hengounel. Padout a reas ‘giz-se betek 1956. Re ziwezhat e oa evit ar yezh. Ar re yaouank a rae dija bet àr ar poloneg hag ar re gozh bet ganet gant ar yezh a veze falc’het gant an ankoù an eil àr-lerc’h egile.
Hiriv an deiz e chomahe un ugent bennak a dud a ouiahe ar yezh. E 1880 e oa 92% a vimisoyegourion e kêr.
Un wilamowisad oc’h adkavout Wilamowice
Padal eh eus un den a c’hellahe cheñch penn d’ar vazh : Tomasz Wicherkiewicz an hini eo. Yezhour ha prezidant skol-veur Poznán eo-eñ. Enrollet zo bet gantañ ar gomzourion diwezhañ ha graet en deus trouz kerkent hag e 13 vloaz evit ma vehe anavezet ent-ofisiel ar yezh gant ar gouarnamant. Bremañ e vez kelennet ar yezh e skolioù Wilamowice ha betek e skol-veur Varsovia.
Uhjer welt, an Divina Commedia a Wilamowice
A-raok Wicherkiewicz e oa bet unan all o klask broudiñ ar yezh dre ar lennegezh : Florian Biesik, paotr an XIXvet kantved, an hini eo. Skriviñ un oberenn ken pouezus hag an Divina Commedia a Dante evit an italianeg e oa e bal (e Trieste, e Bro-Italia e oa Florian Biesik o chom daoust dezhañ bout a-orin a Wilamowice). E-giz se e vehe bet reishaet ar yezh da vat. Skriviñ a reas « Uhjer welt », ur pezh-mell oberenn ha ne voe ket ken anavezet hag hini Dante, memes en e c’hêr genidik, met diazezet voe ar yezh a-vremañ àr oberenn ar skrivagnour, memestra. Sikour a reas stourmerion ar yezh pa oa bet kaoz d’he anavezout ent-ofisiel evel ur yezh distag diouzh an alamaneg zoken. E 2007 e voe graet gant an ensavadurioù etrebroadel hag ur c’hod ISO he deus bet zoken.
Fabien Lécuyer
Un teul-film àr ar vimisoyek : https://youtu.be/lfg3jHV1TzE (e poloneg)
Ur pennad embannet en niverenn 797 (koumanantiñ : amañ)