Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Muriel Ar Morvan

Kazetennerez eo Muriel. Evit ar skinwel e labour, e brezhoneg, abaoe 1989. Skiant-prenet e-leizh he deus war ar c’heleier e Breizh.

« E Breizh e vez pinvidik-kenañ ar c’heleier peogwir eo ur vro vuhezek, tud youlek o vevañ enni, intrudu a-bep-tu… »

Muriel, penaos oc’h deuet da labourat evit ar skinwel ?

Goude ma studioù war ar sokiologiezh e Naoned hag ar c’hehentiñ e Roazhon, em boa graet stajoù e RBI ‘ba’ Kemper ha ‘ba’ FR3 Breizh, ha setu graet ma soñj tremen kenstrivadeg skol gelaouennerezh Bourdel. Ur wech tapet an diplom ganin, em boa kendalc’het da labourat e Radio-France hag ivez e Ouest-France. E 1989 oa bet kinniget din ur post e Brest gant rener FR3 Breizh pa oa o klask ur c’helaouenner divyezhek (ne oamp ket niverus, tamm ebet, d’ar c’houlz-se). War ur post galleger on bet anvet, met evit ar wech kentañ e veze goulennet barregezhioù war ar brezhoneg er fichenn-bost (da c’hellout sikour Fañch Broudig a oa e-karg eus An Taol Lagad d’ar mare-se). An dibab-se n’en doa ket plijet d’an holl, ha lod eus ar sindikadoù o doa stourmet e-pad daou vloaz a-enep ar fed e vije an divyezhegezh war ar fichenn-bost. A benn ar fin oan bet anvet a-drugarez d’an diplom kelaouennerez am boa. “Ar memes reolenn evit an holl”, setu ar pezh em eus displeget d’ar re yaouank e “kroaz-hent ar micherioù” goude-se : arabat implijout ar yezh evel un torr-gwir, d’ar vrezhonegerien da ziskouez int ken barrek hag ar re all, ha barrekoc’h zoken.

Pere eo ar perzhioù-pennañ a rank kaout ur c’hazetenner eveldoc’h ?

Kurius a ranker bezañ, dedennet gant pep tra : gant mont-en-dro ar bed, ar vro, an ekonomiezh, an darempredoù sokial, an endro, met ivez ar psikologiezh evit kompren gwelloc’h tro-spered an dud ha lakaat anezho en o bleud dirak ar c’hamera. Arabat bezañ lentik, anat eo, pa ranker mont e darempred gant a-bep-seurt tud ha kendrec’hiñ anezho da gomz. Pennek e ranker bezañ ivez evit derc’hel penn da dud a c’halloud ha ne blij ket dezho bezañ lakaet diaes gant goulennoù zo. Ret eo bezañ didro hag uvel dreist-holl : arabat erruout war an dachenn o c’houzout pep tra ! Goulenn, kompren buan ar pezh a zo pouezus, ober un diverradenn ha treuzkas ar c’heleier en ur mod prim hag efedus, sed aze ar vicher kelaouiñ.

En ur bed a skeudennoù emaomp o vevañ. Ar skeudenn a dremen a-raok pep tra. Ha skrivañ a rit, c’hwi. N’eo ket daou dra kontrol ?

N’eo ket, tamm ebet. Da gentañ e rankan lavar em eus dibabet labourat er skinwel, peogwir e ranker ober skeudennoù ha neuze mont war an dachenn. P’em boa bet an dibab etre radio ha tele e veze graet atersadennoù dre bellgomz alies er radio. Padal e plij din mont da welet an dud ha bevañ an darvoudoù en o zouez. Ar redi filmañ zo un digarez da weladenniñ ar vro ha da voueta ar c’heleier. Alies e tistroer eus an dachenn gant danvez kelaouiñ nevez, pa vez graet anaoudegezh gant tud dic’hortoz… Un atersadenn dre bellgomz gant un den a anavezer en a-raok, ne zegas souezhadenn ebet peurliesañ. Siwazh e rankomp skignañ buanoc’h-buanañ hiriv an deiz ha n’hon eus ket amzer da bakañ ur banne kafe gant an dud ken.

N’eo ket ma micher filmañ, met d’ar c’helaouenner da implij ar skeudennoù evit harpañ ar c’homzoù, pe er c’hontrol, gouzout reiñ an titouroù da harpañ ar skeudennoù, ma vez ezhomm. Ha pa vez touellus ar skeudennoù, hag e c’hellont bezañ, en displegañ d’an dud.

Temoù zo a blij deoc’h muioc’h komz diwar o fenn ?

Ar politikerezh, al liammoù etre an dud hag an endro, al labour-douar, ar mor, ar skiantoù, ar sevenadur… An holl zanvezioù a zedenn ac’hanon. E Breizh e vez pinvidik-kenañ ar c’heleier peogwir eo ur vro vuhezek, tud youlek o vevañ enni, intrudu a-bep-tu… Reuz ivez alies a-walc’h, ar pezh ne zisplij ket din. Gwech ebet n’on bet enoeet gant ma labour e-korf 30 vloaz!

Un tamm mat a levrioù bihan ‘peus skrivet. Penaos e teu an ijin deoc’h ?

Se zo un afer all… Kroget e oan da ijinañ istorioù pa oa bihan ma bugale, da lakaat anezho da c’hoarzhin, da huñvreal pe da brederiañ. Holl levrioù an Here a oa ‘b’ar gêr met a-wechoù, ouzhpenn e kaven ur mod farsus da gomz ganto eus ar pezh a c’hoarveze er vuhez pemdeziek pe da vont da heul ur froudenn bennak… Lod eus an istorioù-se zo bet embannet a-drugarez da Briz ar Yaouankiz. Goude-se em eus bet skrivet un nebeud danevelloù evit an dud deuet met ken paket e vezan gant ma micher hag ar vuhez familh ma ne gavan ket amzer da skrivañ. Ha koulskoude e teu din mennozhioù alies-awalc’h, dre ma micher, pe dre degouezhioù dic’hortoz ar vuhez.

Ha tennañ a ra unan eus penntudennoù “Kele…yer” ouzhoc’h ?

Ur vamm-gozh o vont war twitter a-hed an deiz… hag aet skuizh he merc’h vihan gant kement-se, dedennet honnezh gant buhez ar yer hag an deñved kentoc’h. Marteze a-walc’h em eus da ziwall un tamm muioc’h ouzh an troc’h etre ma micher ha ma buhez familh. Ur seurt dramm eo ar c’heleier… O klask pareañ emaon, m’en tou deoc’h.

Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?

Pa oan 7 vloaz e oa bet dimezet unan eus c’hoarezed ma mamm gant mab ur saver-moc’h eus a Vro-Leon. E ti feurm va zud-kozh e Bro-Dreger e oa un dek buoc’h bennak, pevar pe pemp pemoc’h, yer, lapined hag ur bern teil, evel-just. E ti-feurm mod nevez ma eontr nevez e oa miliadoù a voc’h en ur savadur bras-kenañ. Pedet e oamp bet da vont da weladenniñ an atant-se goude ur pred aozet un nebeud mizioù a-raok an eured. Ar vugale all ne oant ket bet met me am boa bet c’hoant da vont asambles gant va zud ha va zud-kozh. Soñj em eus mat-tre eus ar mod ma oa bet skoet va zud-kozh o welet kement-se a voc’h. “Ha petra rit gant tout an hañvouez?” a c’houlennas va zad-kozh. Egile o respont, lorc’h ennañ, e oa bet prenet douaroù an amezeien da skuilhañ anezhañ. An deiz-se em eus komprenet kalz a draoù diwar-benn ar vuhez. D’an oad-se ivez em eus divizet deskiñ brezhoneg, “peogwir e oa re gozh ma mamm-guñv da zeskiñ galleg”.

Peseurt lec’hioù ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all ?

Lec’hioù-kuzh va bugaleaj e Bro-Dreger : Koad Trogoff ha poull-dour ar Stivell e Plegad Moezan (ul lec’h istorel evit ar gouren hag an dirolladegoù!), ha krec’henn Luzivilli lec’h ma raen redadegoù marc’h-houarn gant krennarded all ar vro.

Hiriv an deiz e plij din mont d’ober kayak-mor tro-dro d’an enezeier etre genou an Aber Ac’h hag hini an Aber Benniget. Lec’hioù brav eston!

Peseurt bro ‘pije c’hoant gweladenniñ ?

Ur bern, e Azia pe Amerika ar c’hreisteiz da skouer, met beajiñ em eus graet un tamm (e Afrika, Kanada hag Europa) ha klask a ran ober nebeutoc’h bremañ peogwir on un tamm ankeniet gant an hin a laoskimp d’hor bugale… Dezho d’ober o zamm tro ivez, rak mat eo da bep hini gellet mont da welet e lec’h all, gant ma n’eo ket just un tamm zapping, mont ha dont da lakaat poltriji war instagram.

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?

Levrioù Jorn Riel (Le garçon qui voulait devenir un Être Humain) pe Andre Brink (A Dry White Season) da skouer, ul levr da zeskiñ ar skritur sinaek, ha geriadurioù brezhoneg.

Ha gant piv ho pije c’hoant da vezañ bac’het en ur saverez e-pad un eur ?

Gant Donald Trump, da glask an elfenn gizidik a zo ennañ, ma ‘z eus, an elfenn speredek ne laran ket! Un eurvezh ken, pas un devezh!

Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?

Legumajoù a-bep seurt, bezhin, meskl Landeda, hag avaloù poazhet gant karamel amann sal…

Petra eo ho «plijadur» pemdeziek ?

Mont da vale ha tennañ poltriji. Ur mod da sellout ouzh an trowardroioù, da c’hoari gant ar stummoù, gant ar goulou…

Piv eo an den en deus roet deoc’h ar c’hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?

Va zud-kozh : paour, kalonek, gwallgaset gant ar vuhez (bugale marvet, bugale ampechet) e oant, ha gouest da farsal daoust da-se. Tregeriz koa!

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?

An dud didro, uvel, hag ar re o deus mousfent!

Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?

Arabat reiñ “kentelioù” dezho d’am soñj rak n’eo ket dreist ar bed a laoskomp dezho. Kalonek e rankint bezañ, ha neuze eo a bouez dezho ober sport, rak dre ar sport e tesker d’ober strivoù en ur gaout plijadur war un dro. Merc’hed ha paotred asambles, kuit dezho da gaout kemplez an eil re e-keñver ar re all er vuhez. Ha c’hoarzhin ganto, kalz, ar mousfent a ro nerzh!

Dirak petra e vezit bamet ?

Dirak al labourerien-douar a deu a-benn da c’hounit hor boued hep lakaat louzeier kimiek. Trugarez dezho evit hor yec’hed hag ar bevliesseurted. Deomp-ni da baeañ d’ur priz mat ar strivoù a reont, e lec’h prenañ a-bep seurt traoù didalvoud.

Gant petra oc’h hegaset alies, er vuhez pemdeziek ?

Gant an dud a gemer o c’harr-tan d’ober ur c’hilometr hag a ya d’en em enskrivañ en ur sal-sport goude-se. Ur wech em eus gwelet un den o parkañ e garr-tan bras dres dirak ar stal-vara, hag o tiskenn gwisket anezhañ gant dilhad d’ober velo!

Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?

Ha posupl e vo d’hor bugale-vihan bevañ ur vuhez didrabas war hor blanedenn?

Un atersadenn embannet EN NIVERENN 789 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez