D’an 23 a viz Mae 2024 e oa ar flammenn olimpek o tremen dre straedoù Bourdel. Kalz a dud a oa deuet d’he gwelet, ha meur a zarvoud a oa bet aozet gant kleuboù sport evit lidañ gant an holl ar C’hoarioù Olimpek o tont. An deiz-se a oa bet choazet gant un den evit ober ur gwalldaol e kêr Vourdel. Dre chañs eo bet harzet en a-raok, rak gallout a raje bezañ bet un taol grevus-kenañ.
Hervez ar gazetenn Sud-Ouest, ne ouie ket an den e oa ar flammenn olimpek o tremen an deiz-se. N’en doa ket choazet an deiziad-se evit argadiñ ar C’hoarioù Olimpek. C’hoant en doa da enoriñ ar muntrer Elliot Rodger, en doa graet ur gwalldaol d’an 23 a viz Mae 2014 e Isla Vista. An deiz-se e oa bet lazhet c’hwec’h den, e anv ar gumuniezh “incel” (involuntary celibate — « dizimez en desped dezho », e brezhoneg). Paotred ha ne deuont ket a-benn da gavout ur vignonez eo an incels. Hervezo eo abalamour d’ar merc’hed bezañ drouk ganto. D’an 23 a viz Mae 2014 en doa c’hoant Elliot Rodger d’en em veñjiñ a-enep ar merc’hed, ha setu perak en doa lazhet kement a dud.
E-barzh al luskad “gourelour” eo bet krouet ar gumuniezh incel. Met petra eo ar c’hourelouriezh ? Memes tra hag ar venelouriezh, met evit ar baotred ? Ya, hervezo, met n’eo ket, tamm ebet.
Ma selaouomp ar c’hourelourien, eo bet cheñchet penn d’ar vazh en hor c’hevredigezh abaoe emgannoù benelour an XXvet kantved. Deuet eo ar merc’hed da vezañ mestrezed en hor broioù (ar pezh n’eo ket mat evit hor sevenadur, hervezo), ha bremañ ez eo ar baotred a zo gwallgaset. Hervezo eo aesoc’h an traoù evit ar merc’hed bremañ. Da skouer, e soñj dezho e vez ar varnerien aliesoc’h a-du gant ar mammoù en aferioù torr-dimeziñ. Un nebeud bloavezhioù zo e oa bet gwelet kalz tadoù o pignat war gavroù-houarn evit goulenn ar gwir da welout o bugale aliesoc’h. Boñ, goude an aferioù-se hon eus dizoloet e oa tamallet da veur a hini eus an tadoù-se da vezañ feuls gant o bugale. Marteze ne oa ket ken souezhus se o defe divizet ar varnerien nompas laoskel an tadoù-se da welout o bugale gwall alies.
Difenn a ra ar c’hourelourien gwirioù ar baotred, met n’o deus ket c’hoant e vefe ingal paotred ha merc’hed, ha setu an diforc’h brasañ etre gourelourien ha benelourezed. Peogwir n’eo ket gwir ar pezh a lâront : n’eo ket ar merc’hed a zo mestrezed en hor c’hevredigezh. Kalz a sifroù, kalz a studioù zo diwar-benn ar gudenn-se hag an holl a lâr ar memes tra : diaesoc’h eo c’hoazh bezañ ur plac’h eget ur paotr hiziv e Frañs. Stourm a ra ar c’hourelourien evit chom ar mestroù ha nompas evit dont a-benn da gaout ingalded etre paotred ha merc’hed. Soñjal a ra dezho eo pouezusoc’h ar baotred eget ar merc’hed, ha setu perak eo mat dezho derc’hel da zivizañ pep tra e buhez an holl. Divizañ ivez hag-eñ eo dav mervel, war a seblant.
Ha setu un diforc’h all etre gourelouriezh ha benelouriezh : ar venelouriezh n’he deus ket lazhet den ebet. Er c’hontrol eus ar c’hourelouriezh he deus lazhet dija meur a wech. Dre chañs e oa bet harzet an traoù e Bourdel e koulz, a-raok mont da vezañ re c’hrevus.
Anna Cotty
>> Evit mont pelloc’h : Podkast “Les Couilles sur la Table” niv. 96 gant Victoire Tuaillon
Ur pennad embannet en niverenn 1003, d’ar 27 viz Eost 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg