Sevel bigi evel gwechall

Pa gantreer uheloc’h eget ar porzh-brezel a-hed ar stêr Penfell e Brest e c’heller merzhout peulioù koad sonn sanket en dour damsall. Merkoù eus un amzer aet da get eo, d’ur mare ma veze soubet, bloavezhioù-pad, ar c’hoad a servije da sevel bigi ar morlu.

An teirgwern ar Français. © Claude Peron

Renket e veze ar bilhoù etre ar peulioù-se. Pa oa bet adkroget da sevel bigi heñvel ouzh re amzer ar merdeiñ dre lien, evel an Hermione, e oa bet graet gant koad nevez-troc’het. Komprenet e voe goude-se e oa bet graet ur fazi, krignet ma oa bet ar plenk gant louedennoù. Emeur o paouez soubañ bilhoù hag a chomo daou vloaz-pad e dour damsall ar stêr Penfell evit adkempenn un teirgwern, ar Français.


Soubañ koad en dour damsall
Unan eus an teirgwernioù bras kozh diwezhañ eo ar Français. Ur vatimant saoz, Kaskelot hec’h anv, e oa pa oa bet prenet e 2018 gant ar Breton Frédéric Lescure, pennrener an embregerezh naetaat Socomore a zo e sez e Gwened. Savet e oa bet tost da bevar-ugent vloaz zo evit merdeiñ war vorioù diroll ha leun a dammoù skorn an Norzh Pellañ, da sammañ danvezioù betek Greunland. Roet e oa bet an anv ar Français dezhi gant he ferc’henn nevez peogwir e oa bet hini an teirgwern a reas Jean-Baptiste Charcot e ergerzhadenn gentañ en Antarktika warnañ. Fretaet e vez gant ar c’hevredigezhioù Grand voilier école ha Témoins polaires evit merdeiñ daou c’hant devezh ar bloaz. Fiziet eo bet al labour adkempenn e Chanter ar Gib. Hervez Frédéric Lescure e vo ar chanter-se ur mod da ziskouez ar skiant-prenet a ranker kaout evit sevel batimantoù dre lien par da re an amzer gozh. Pemp milion a euroioù e kousto an adkempenn d’an nebeutañ, met efedus e vo an dibab war hir dermen dre ma pado pelloc’h ar c’hoad soubet en dour damsall eget an hini dastumet diouzhtu el lec’hioù sec’h.


Plenk solutoc’h ha padusoc’h
Pa vez nevez-troc’het ar c’hoad e ranker lakaat ar bilhoù da goll o sev ha danvezioù organek a c’hell sachañ ar bevedegoù a ra o boued anezho. Disevet e vez ar bilhoù pa vezont soubet en dour damsall, ha distrujet an dourenn-givij zaskrignus enno. Daou vloaz-pad e chomo ar bilhoù e dour damsall ar stêr Penfell. Goude-se e vo savet plenk diwarno hag a chomo da sec’hiñ etre daou ha tri bloaz-pad. Plenk solutoc’h eget ar re all e vint, hiroc’h o fadelezh, kreñvoc’h o harzusted ouzh al louedennoù. Faoutañ a raio ar c’hoad nebeutoc’h ouzhpenn-se pa vo o sec’hiñ. N’eo ket ar mod aesañ d’ober gantañ met an hini furañ eo evel ma tiskouez kudennoù an Hermione (bet savet etre 1997 ha 2014) chomet abaoe 2021 en ur poull-sec’h abalamour d’al louedennoù o krignat koad derv he c’houc’h.

Paol ar Meur


Ur pennad embannet en niverenn 1035, d’an 8 a viz Ebrel 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez