Tost da vloaz goude bezañ roet lañs d’ar savenn deskiñ brezhoneg enlinenn, Desketa, e oa bet graet ar poent war stad an hentenn deskiñ e Roazhon gant Paol Molac, prezidant an OPAB, ha Fulup Jakez, e rener, d’ar 26 a viz Mae.

Diwar netra e oa bet savet ar savenn ha roet lañs dezhi e deroù Mezheven 2024. Enskrivet e oa bet gant ar Rannvro evel unan eus ar binvioù ret er steuñv adperc’hennañ ar yezh. Lakaet e oa bet da bal tizhout 10 000 den enskrivet goude bloaz. Tizhet ha tremenet eo bet ar pal a-raok an termen p’emeur bremañ o vont war-zu an 11 000 den enskrivet miz a-raok an deiz-ha-bloaz. Tapet ez eus bet ul lusk a 500 enskrivadur bennak nevez bep miz. Ha gant al liveoù nevez a vez lakaet enlinenn tamm-ha-tamm ne c’hallo ar sifr-mañ nemet kreskiñ ivez.
Mat eo kaout soñj e konter well-wazh tri mil den bennak er c’hentelioù-noz, ur sifr ha ne emdro ket nemeur. Gant Desketa ez eo bet tric’hementet an niver a dud stag da zeskiñ ar yezh eta. 70 % eus an dud o deus lakaet o anv n’o doa ket klasket morse deskiñ ar yezh. Danvez deskerien nevez zo bet tizhet eta.
Ne chom ken nemet 3 % eus poblañs Breizh gouest da vrezhonegañ. Enklask sokioyezhoniel TMO en doa diskouezet e oa 1 500 000 a Vretoned c’hoant ganto da c’houzout ar yezh avat. Muzuliañ a reer nag a dud a chom da lakaat e-barzh ar jeu eta ha komz eus kevezerezh etre ar frammoù hag an hentadoù ne zegouezh ket tamm ebet.
E Breizh a-bezh
Ma seller ouzh profil ar re a zo o teskiñ dre Zesketa e weler ez eus muioc’hik a verc’hed (54 %) eget a baotred (46 %). Oad keitat an desker·ez a oa 53 bloaz pa oa bet lañset Desketa. Diskennet eo da 40 vloaz bremañ, ar pezh a zo sin vat. Moarvat e kendalc’ho oad an desker·ez keitat da ziskenn en amzer-da-zont. 80 % eus ar re o deus lakaet o anv er savenn a labour da vat, ar pezh a zo ur sifr mat-tre evit ar seurt skoroù deskiñ.
75 % eus ar re o deus lakaet o anv zo o chom e Breizh, 19 % e lec’h all e Frañs ha 6 % e lec’h all er bed a-bezh. E Breizh, ouzhpenn un drederenn eus ar re a zo o teskiñ dre Zesketa zo o chom e Penn-ar-Bed. Dasparzhet mat-kenañ eo an deskerien e kumunioù ar 5 departamant. Kavout a reer deskerien e 87 % eus kumunioù Penn-ar-Bed, 72 % eus kumunioù ar Mor-Bihan, 65 % eus kumunioù Aodoù-an-Arvor, 56 % eus kumunioù an Il-ha-Gwilen hag 50 % eus kumunioù al Liger-Atlantel.
Ma reer an top ten eus ar c’humunioù ma kaver ar muiañ a zeskerien e kaver Roazhon da gentañ ha Brest da eil, kazi rampo. Da drede e teu Naoned, ha goude, en urzh, Kemper, Gwened, an Oriant, Lannuon, Sant-Brieg, Douarnenez ha Montroulez.
Goude bloaz ez eo sklaer ez eus bet bastet d’un ezhomm gant krouidigezh Desketa. Yao ! War-zu an 20 000 desker·ez !
Olier ar Mogn
Ur pennad embannet en niverenn 1043, d’an 3 a viz Even 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg