Ar Vosenn nevez, ur pezh c’hoari gant Goulc’han Kervella

Mil vrudet eo Goulc’han Kervella evit e skridoù a bep seurt. Gant Ar Vosenn nevez en deus lakaet ar C’hommedia dell’arte e brezhoneg. Un digarez d’ober anv eus an hent boulc’het gantañ.

E Loperc’hed e oa bet c’hoariet Ar Vosenn Nevez d’an 9 a viz Du. © Ar Vro Bagan

Abalamour da betra stagañ gant ar C’hommedia dell’arte ?

Evit daou dra, da gentañ istor ar maskloù a oa deuet gant ar C’hovid hag ivez abalamour e labouran abaoe un nebeud bloavezhioù gant Etienne Siberil. Hemañ en doa graet studioù e Pariz war ar c’hoariva hag ar C’hommedia dell’arte. Setu e oa barrek war an traoù. Ur raktres a oa bet un nebeud bloavezhioù gantañ ha gant Nolwenn Korbell, d’ober un doare Breizh Akademi met evit ar c’hoariva.
Da lavaret eo stummañ tud war un nebeud mizioù hag Etienne o vezañ ar c’helenner. A-benn ar fin n’omp ket deuet a-benn met c’hoariet hon eus asambles e-barzh « Ar Baganiz » gant Tangi Malmanche hag « Ar Roue Arzhur« . Graet ‘neus un tammig stummañ da dud ar strollad war ar maskloù hag ar C’hommedia dell’arte. Setu em eus soñjet, pa ‘moa skrivet ar pezh c’hoari-se, goulenn digantañ leurenniñ ha c’hoari.

Petra a vez graet mod all gant ur pezh kommedia dell’arte ?

Lakaat an dud da labourat muioc’h : dre ma vez kuzhet an dremm paneve an daoulagad hag ar genoù e vez ranket labouret muioc’h war ar jestroù, war lusk ar c’hoari. Ar c’horf o vezañ penn-da-benn un benveg evit ar c’hoari.
Etienne en deus cheñchet an anvioù diwar al levr ‘m eus skrivet da glotañ muioc’h gant an amzer a vremañ. Eñ zo oc’h ober Arlikin hag en deus lakaet un anv all. Memestra, an tudennoù a chom heñvel : an hini kozh zo piz-skragn hag hudur un tammig. Bez’ emañ ivez e vaouez, an doktor, hag Arlikin hag a zo ur mevel laer. Goude-se emañ ar c’helenner bras, un matamore diwar skouer ar medisin Raoult.

Deuet out da vezañ unan eus ar brasañ skrivagnerien e brezhoneg en deiz a hirio ?

Gwir eo, skrivañ a ran kalz. Pa skrivan ur pezh c’hoari eo peurliesañ evit ar strollad Ar Vro Bagan : da lavaret eo traoù evit ur publik. E-skoaz an traoù all, romantoù pe danevelloù, zo muioc’h hiniennel evidon-me. Met gwir eo e labouran kalz : pevar pe pemp dornskrid zo ganin. Bemdez e vezan war ar vicher evel ma rafe ul labourer-douar, un toer, pe ur c’halvez. Bremañ emaon o peurechuiñ « Blaz an douar » diwar-benn al labour-douar e Breizh. Abaoe un nebeud bloavezhioù e skrivan un heuliadenn d’un dra hag a zo bet skrivet dija. Da skouer, evit ar romantoù am eus skrivet, « N’eus ket a garantez eürus » peotramant « Enez an Amerikaned« , em eus savet skridoù all goude. Memestra, al labour brasañ am eus bet graet evit ar vugale : e 1982, tri ac’hanomp (Maryvonne Berthou, Pascal Kariou ha me) hon eus cheñchet micher ha kroget da skrivañ kalz pezhioù c’hoari evit ar skolioù. Bremañ ne’z an ket ken e-barzh ar skolioù met komedianed gopret gant Ar Vro Bagan a ya alies war ar bloaz. Savet hon eus 300 pe 400 pezh-c’hoari berr marteze. Implijet e vezont ganeomp er skolioù peotramant e-pad an ehanoù skol. Talvoudus eo rak ‘mod-se e wel ar vugale ez eus bugale all e lec’h all pe hentoù all. Gant ar c’hoariva e c’heller lakaat bugale ha n’int ket ken barrek war ar yezh d’en em varrekaat dre ar c’hoari.

« Blaz an douar », krouidigezh nevez Ar Vro Bagan, a vo c’hoariet e Plouvien d’an 23/11, e Ploueskad d’an 30/11, e Lokournan d’ar 7/12 hag e Plouzeniel d’ar 14/12. © Ar Vro Bagan

Penaos ober evit lakaat an dud da lenn e brezhoneg pa ouzer e lenner nebeutoc’h-nebeutañ ?

Klevet em boa bet a-raok gouel Karaez gant tud Kuzul ar brezhoneg, e-keñver niver ar vrezhonegerien a oa, ne zigreske ket niver ar re a lenne. Da va soñj, ar skol eo da gentañ al lec’h ma ranker lakaat ar vugale da lenn. Ar pezh c’hoari Breizh Aktu zo bet lakaet e doare ur romant da c’houde-se ganin. Hemañ zo bet studiet da vat el liseoù pe skolajoù hag ez eus bet tennet 500 pe 600 skouerenn dioutañ. Ar pezh a gavan un tammig dipitus memestra : an dud ne lennont ket kement ar pezhioù c’hoari, koulskoude eo peurliesañ ar yezh komzet a vez e-barzh ar pezhioù c’hoari, setu e vije aesoc’h dezho evit ar yezh. Ni, dre ma c’hoariomp alies pezhioù c’hoari dirak an dud e kasan atav levrioù da werzhañ. Pa vez bet c’hoariet ar pezh c’hoari, evel-just, muioc’h a dud a vez o prenañ evit kompren ar yezh. An deiz all, e Loperc’hed, em eus gwerzhet c’hwec’h levr diwar ar 80 a dud a oa. Bremañ e vez diaesoc’h kargañ salioù evit pezhioù c’hoari e brezhoneg nemet pa vez traoù farsus, pe traoù a denn eus an istor, e vez muioc’h a dud. Forzh penaos, memes pa vez evit ar vugale e klaskomp kaout un danvez evit prederiañ : « Al labous hag ar pesketour » a oa diwar-benn an endro hag ar restachoù, « Ar gêr vras » ‘oa diwar-benn an divroidi.

Penaos e welez amzer-da-zont Ar Vro Bagan ?

E miz Genver e vezo graet gouel ganeomp 60 vloaz ar gevredigezh. Pa oa bet savet e 1965 e oa un doare kelc’h keltiek deuet da vezañ un oaled sevenadurel, ar c’hoariva a oa deuet e 1973. Ar pezh a ya mat en-dro eo al labour evit ar skolioù : al labour evit an deskiñ hag an dudi dre ar c’hoariva.
Me zo ganet e 1951, setu, ret e vo d’ar re all skrivañ traoù. Ne vez ket skrivet a-walc’h a draoù e-keñver ar c’hoariva, alies e vez troidigezhioù.
Ar pezh a ya mat en-dro, e-pad an hañv, eo ar pezhioù c’hoari bras el lec’h ma vez atav brezhoneg e-touesk ar galleg. E-pad an hañv hon eus c’hoariet seizh gwech « Ar Roue Arzhur » hag ez eus bet kazimant 1000 den bep tro. ‘Mod-se an dud a glev atav brezhoneg, alies e plij d’an douristed klevet ar yezh, zoken ma ne gomprenont ket muioc’h evit ar Vretoned o-unan a-wechoù !
Kontant on memestra eus an hent boulc’het : tud Teatr Piba, La Obra, Mad ar jeu. An holl anezho zo bet o teskiñ ar vicher ganeomp.

Komzoù dastumet gant Julien Meffre


Ur pennad embannet en niverenn 1064, d’an 18 a viz Du 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez