Al label « Regain-Bevliesseurted », krouet gant ar gevredigezh Breizh Vev, zo ul label evit al liorzhoù hag an takadoù glas meret a-ratozh-kaer evit harpañ bevliesseurted ar vro (evned, amprevaned, loened bihan, plant gouez) hag evit aesaat he distro.

Evit kaout al label Regain (ar rouedad sikouret gant Breizh Vev) n’eo ket diaes. Mar fell deoc’h bezañ labelizet eo ret deoc’h mont e darempred gant skipailh Regain dre bostel (regain.biodiversite@bretagne-vivante.org). Ur respont a resevoc’h hag a ginnigo deoc’h :
— Asantiñ doujañ d’ar garta Regain-Bevliesseurted.
— Kadarnaat ez oc’h ezel eus ar gevredigezh Breizh Vev (pe emezelañ en ur leuniañ he furmskrid enlinenn).
— Kinnig ho liorzh en ur leuniañ ar furmskrid a vo kaset deoc’h (gorread, seurtoù meteier, raktresoù diorren, hag all, hag all)
— Asantiñ, mar fell deoc’h, e vefe lakaet ho liorzh war-wel war gartenn etreoberiat1 an egorennoù Regain e Breizh.
Neuze, un den a-youl-vat eus Regain a yelo e darempred ganeoc’h evit sevel an diagnostik kentañ eus ho liorzh, pe e-korf ur weladenn el liorzh pe a-bell (dre bellgomz, marteze dre ur galv video). Breizh Vev a c’hell ivez reiñ alioù deoc’h evit kempenn ha merañ ho liorzh, hag ivez oberoù heuliañ evit evezhiañ ouzh emdroadur ar vevliesseurted el liorzh.
Gallout a reer, da skouer, sevel ur c’harzh gant plantoù ar vro, derc’hel un dachenn ouez, staliañ ur bern koad, hag ober un digresk war ar geot troc’het evit broudañ an amprevaned, an evned hag ar bronneged bihan.
Enlinenn e kaver ar garta resis e stumm PDF2. Diazezet eo da gentañ-penn war ur garta eus ar pleustroù mat a gas ar vevliesseurted war-raok.
Ar garta Regain-Bevliesseurted
Diazezet eo al label war ar Garta Regain-Bevliesseurted. Gant ar garta-se e vez harpet ar vevliesseurted ordinal el liorzhoù prevez hag en takadoù glas (kumunioù, embregerezhioù, ensavadurioù ha kement zo).
Broudañ a ra ar pleustroù liorzhañ a zouj ar boudoù bev hag ar pourvezioù (douar, dour, loened, plant), ha klask a ra krouiñ ur rouedad liorzhoù ha tachennoù « Repu » evit an natur e Breizh a-bezh.
Ret eo doujañ da eizh engouestl pouezus renablet er garta-se evit merañ al liorzhoù, en o zouez :
- Arabat eo an tretañ kimiek (diastuzerioù, louzeier-geot, temzoù sintetek).
- Plantañ kentoc’h spesadoù engenidik3 eget spesadoù ezotek aloubus.
- Gwareziñ pe krouiñ tachennoù a-zoare evit al loened gouez (bernioù koad, kleuzioù, tachadoù gant geot, poulloù ha kement zo).
- Touzañ ha troc’hañ en un doare dous (lezel tachadoù gant geot hir, falc’hañ diwezhatoc’h, chom hep troc’hañ e-pad ar prantad neizhiañ).
- Krennañ artifisieladur an douaroù (nebeutoc’h a c’holoennoù plastik, greunvaen, beton) hag harpañ an douaroù yac’h.
- Erbediñ an dour hag ar pourvezioù (plouzañ, dastum dour-glav, dibab plantoù a-zoare).
- Difenn an hemolc’h hag ar pesketa evit gwareziñ al loened gouez a vev ennañ.
- Kizidikaat an dud tro-dro deoc’h (familh, amezeien, tud all) ouzh kudennoù ar vevliesseurted hag ar pleustroù liorzhañ.
Pal an engouestloù-se eo adsevel « lec’hioù degemerus » evit spesadoù a bep seurt ha reiñ tu d’an natur gouez da vleuniañ el liorzhoù.
Ha war-lerc’h ?
Goude bezañ tapet al label e resevoc’h ur skritell Regain (A4) da lakaat war-wel e-kichen mont-e-barzh ho liorzh, da ziskouez ho kempennoù4. Gallout a rit lakaat emdreiñ tamm-ha-tamm ar perzhioù gweledva (ur stank, girzhier, ur prad gant bleunioù gouez, boestoù-neizhañ, bernioù koad, hag all hag all) a-drugarez d’ar fichennoù dafar kinniget gant Regain. Broudet oc’h da heuliañ emdroadur ar vevliesseurted (sellet ouzh an evned, an amprevaned, ar plantoù…), met war ho koar evel-just.
Digoust eo al label Regain, n’eus nemet bezañ ezel eus Breizh Vev a zo da baeañ (30€ eo ar skodenn, 9€ evit ar studierien hag ar glaskerien labour). Er c’hontrol d’an EGE [Endalc’hioù Gwir Endro : s.o. niverenn 1076 Ya!], ar stignad-se ne goust hogozik netra, met n’eo ket stag ouzh ar mad font siwazh.
En tu all da 280 liorzh Regain a vefe e Breizh. Ar gorreadoù dindan al label-se zo o vrasaat tamm-ha-tamm. E Kreiz-Breizh, evel ma c’haller gwelet war ar gartenn a zo el lec’hienn, ez eus nebeut-tre anezho evit c’hoazh. Setu eo mat reiñ brud d’al label-se. Kaout muioc’h-mui a dud er rouedad Regain eo pal Breizh Vev evel-just met ivez sevel strolladoù lec’hel Regain, lod zo dija, evit lakaat an izili da genlabourat ha da vezañ efedusoc’h.
Ar re a zo bodet er memes strollad (lakaomp e Kreiz-Breizh) a aoz gweladennoù liorzhoù etrezo. Gant unan anezho e vez degemeret ar re all. Pep hini a lavar e soñj war doare al liorzh bizitet. Helibini5 a vez goude etre an dud, pep hini anezho o klask gwellaat ar mod ma ra war-dro e liorzh dezhañ e-unan diwar ar skouer kinniget. Ha kaoz en-dro etrezo evit gouzout pegen efedus eo bet ar c’hemmoù bet graet. Da skouer : penaos ober evit kaout un toullad spesadoù gwenan gouez el liorzh ? Piv en deus graet un dra bennak, gant peseurt disoc’h ? Anavezout mod liorzhañ unan all a zo mat rak an dra-se a zo evel ur broud da bep hini da glask kaout kement-all.
Jil ar Bourlout
1etreoberiat : interactif
2https://www.regain-biodiversite.bretagne-vivante-dev.org/obtenir-le-label
3engenidik : autochtone
4kempenn : aménagement
5helibini : émulation
Ur pennad embannet en niverenn 1080, d’an 10 a viz Meurzh 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


