An arzourez liesseurt-mañ ne oar ket brezhoneg, met aterset e oa bet memes tra gant skolajidi ha skolajiadezed 6vet klas Gwenn Menez, eus skolaj Diwan Plijidi. Ar gelaouenn Louarnig he deus graet al liamm etre an arzourez hag ar re yaouank, o treiñ un eil yezh en eben.
Aloïse, e pelec’h emaout o chom ?
E Saena-ha-Marn emaon o chom, e bannlev Pariz.
Peseurt studioù ‘teus graet ?
Goude ma bacho on bet en ur skol sirk e norzh Frañs, da brientiñ ar genstrivadeg evit mont tre en Akademi Fratellini, skol-uhel arzoù ar sirk a-vremañ, e Saint-Denis. Ha degemeret on bet ! Tri bloavezh studi am eus graet eno, ha diplomet on bet war an « dañs-ouesk ».
Kanerez, dañserez ha komedianez out. Perak e rez kement a vicherioù ?
Hervezon n’eo ket micherioù disheñvel : arz eo kement hini anezho. Ar pezh zo, e raer arz gant doareoù disheñvel : war al leurenn, dirak ur c’hamera… hag all. En un doare naturel on bet war an hent-se, ha gant ar skiant ‘m eus prenet e kement arz ez eo maget an arzourez on hiziv.
Gant peseurt micher e oas kroget ?
Pep tra a raen war ar memes tro pa oan bihan : sonerezh, dañs, c’hoariva. « A-vicher » on deuet da vezañ ur wech er-maez eus an Akademi Fratellini. Sirkasianez ha dañsourez a-vicher on bet gant ma studioù, hag ar micherioù komedianez ha kanerez zo deuet da-heul.
Ha plijetoc’h out gant unan anezho ?
Plijout a ra din kanañ war al leurenn kement ha c’hoari en ur film. Disheñvel eo hag en ma flom emaon oc’h ober an daou.
Ha liammet eo da ganaouennoù ouzh da vugaleaj ?
Ya, peogwir e soñj din omp levezonet gant hor bugaleaj. Ur wech deuet d’an oad gour e kasomp amzer o kontañ traoù diwar-benn hor bugaleaj, oc’h en em soñjal, o klask kompren gwelloc’h traoù zo. Ha neuze eo levezonet ma sonerezh gant ma freder diwar-benn ma bugaleaj, a-dra-sur.
Ha c’hoant ‘tije bet da chom ur bugel ?
E-pad pell em eus bet aon da vont war goshaat. Bremañ ne’m eus ket aon ken, marteze on chomet bugel ! Chom bugel eo, hervezon, chom dieub, kurius, hegredik, nompas bezañ trapet gant raksoñjoù ha redioù ar gevredigezh.
Ha c’hoant az poa da vont da arzourez pa oas bihan dija ?
Abred-tre, ‘tro 8 vloaz, em eus komprenet e plije din bezañ war al leurenn. Klasket em eus en ober, hep gouzout din marteze, ha neuze e stagis gant obererezhioù arzel a bep seurt a voe penn-kentañ ma micher !
Daoust ha da choaz dit-te e oa deskiñ seniñ ur benveg sonerezh ?
Hag e oa ! Pa oan 7 vloaz e oamp bet en ur gouel e Breizh gant ma familh. Ha dirak un abadenn sonerezh giz Iwerzhon e voe piket ma c’halon diouzhtu : fellout a rae din seniñ fleüt a-dreuz ! En distro-skol em boa lakaet ma anv er skol sonerezh, gant ma c’heniterv. E-pad 10 vloaz, goude, em eus desket ivez seniñ taboulinoù ha saksofon.
Penaos ‘teus bevet da abadenn gentañ war ul leurenn ?
Ar wech kentañ tout em buhez ? Soñj ‘m eus, ‘tro 11 vloaz, hon doa graet hon abadenn gentañ gant ma zropellad hip-hop, e sal vras ma c’hêr. Bamet e oan, hag eürus ken-ha-ken : diouzhtu em eus gouiet e oan em flas.
Plijus eo bezañ brudet. Daoust hag-eñ e c’hell bezañ displijus a-wechoù ?
Ur goulenn dedennus eo ! Da gentañ eo plijus, a soñj din. P’emeur yaouank e klasker bezañ anavezet e mod-se, a gav din : plijet e oan o welet an dud o stlakañ o daouarn, santout e oan unan a bouez, ar fed da vezañ bev e selloù ar re all. Da c’houde e kresker hag e vezer distokoc’h diouzh tout- se. N’eo ket displijus, met dav eo gouzout penaos gwareziñ ar vuhez prevez, evit derc’hel gant ur c’hempouez.
Hag ankeniet e vezez a-wechoù ?
Evel-just, un den kizidik on hag an anken zo perzhioù eus ma buhez ivez. Ober a ran ma seizh gwellañ evit en em dennañ gant ar mareoù stress pe anken. Krediñ a ra din ivez e vezer furoc’h-furañ a feur ma kresker, gouzout a reomp gwelloc’h ar pezh a fell deomp hag ar pezh na fell ket deomp ken, sikour a ra da vezañ e peoc’h ganeomp-ni hon-unan.
Hag amzer ‘pez d’ober traoù all estreget da labour ?
Ket amzer a-walc’h, a gav din ! En em aozet on em buhez tro-dro da’m labour, a-raok ma teufe da vezañ ma labour zoken, neuze eo diaes din kas amzer oc’h ober traoù all. Deskiñ a ran, tammig-ha-tammig !
Selaou sonerezh a rez e-pad da amzer vak, pe e kavez gwelloc’h ober traoù all ?
Selaou a ran kalzik sonerezh e mareoù zo, ha gwechoù all tamm ebet ken. Aketus e vezan memes tra war an aktu, an albomoù a zeu er-maez bep Gwener, hag all. Selaou a ran sonerezh e-pad ma veajan, en trenioù, en otoioù.
Petra eo ar sonerezh a blij dit selaou ar muiañ ?
Kalz re a rap a selaouan evit respont un dra bennaket all !
Peseurt arzourez he deus roet dit ar c’hoant da ganañ ?
Un arzourez raperez he deus roet c’hoant din da ezteurel gant gerioù : Diam’s. Plijet on gant he gwirionded, gant he zestennoù kreñv.
Piv eo da arzourez karetañ, pe arzour karetañ, er mare-mañ ?
Meur a hini a gavan dreist ! Er mare-mañ e lârfen : Billie Eilish, James Blake, Kendrick Lamar, Rihanna & Tyler The Creator.
Ha plijet out gant Breizh ?
Tomm eo ma c’halon ouzh Breizh, ya, pa oan bugel e teuemp alies gant ma familh. Kampiñ a raemp ha mont a raemp asambles d’ar festoù- noz!Mazadhamabreurzo breizhat bremañ. Tost hanter Vreizhadez on neuze !
Anavezout a rez ar skolioù Diwan ?
Klevet em eus kaoz eus ar skolioù Diwan met morse ne’m eus kejet gant un den a oa bet skoliataet eno. Evidon-me eo skolioù e lec’h ma vez ar c’hentelioù e brezhoneg.
Anavezout a rez raperien pe raperezed a rap e brezhoneg ?
Evit bezañ onest, ne ran ket. Dav eo din en em ditouriñ !
Ha plijet e vefes o vevañ e Breizh ?
Ul lec’h plijus e tle bezañ evit bevañ, a-dra-sur. Perak ket diwezhatoc’h, pa vo deuet Pariz da vezañ mougus evidon ?
Abalamour da levezon ar gevredigezh ec’h implijez Auto-tune, peotramant e plij dit ?
Peogwir e plij din ! Entan zo ennon evit krouiñ gant an ostilh-se, kavout a ran brav an doare ma vez korfet ma mouezh gantañ ! Un tabut zo e-keñver Auto-tune ha ne gomprenan ket re, evel ma ne ouije ket kanañ ar re a ra gantañ. Un dra am eus da lâret deoc’h : n’eo ket aes kanañ gant Auto-tune, dav eo kompren penaos c’hoari gantañ evit ma teufe brav !
Hag implijout a rez ar rap evit arc’hañ plas ar maouezed e bed ar sonerezh ?
Kanañ ha skrivañ a ran evit ezteurel. Ar re all ‘ni eo zo techet da lakaat ar ger « arc’hañ » war an dra-se. Me ne ran ken nemet kontañ piv on, ar pezh a welan, ar pezh a from ac’hanon, ar pezh a lak fulor ennon. Dre ret e lakaan from em fozioù, er c’han. Hag ur vaouez yaouank on, neuze gant ar fed e vefe ac’hanon, tra ken, ez eus peadra da arc’hañ.
Peseurt diforc’h zo etre un arzourez pop hag ur raperez ?
N’on ket sur e vefe un diforc’h bras etre an div hiziv. Tanav eo ar bevennoù etre ar gizioù sonerezh. Kanañ a ra ar raperezed, hag e c’hell ivez an arzourezed pop rapiñ pe hedata a-wechoù en o c’hanaouennoù. Marteze ez eus un diforc’h er pozioù, troet muioc’h war an tu sokial, stourm, e vefe ar rap ? Ha c’hoazh, stummoù rap « skañv » zo er bed a-vremañ, hep arc’hañ tamm ebet er pozioù. Neuze, da vat e soñj din n’eus diforc’h ebet ken bremañ.
Ha dedennet out gant an naouegezh artifisiel ? Daoust hag-eñ eo un ostilh hag a c’hellfes implijout en amzer- da-zont ?
Ne’m eus ket lakaet ma fri e-barzh, ne’m eus ket ezhomm. Ar pezh a blij din ober eo skrivañ, kompoziñ, ha peogwir e ran-me ma-unan e kavan se plijus, kizidik ha pinvidik. Gwelet e vo en dazont, ma c’hell bezañ un ostilh hag a c’hell harpañ ac’hanon war traoù zo n’int ket arzel, kentoc’h teknikel.
Ha dedennet e vefes evit kenlabourat gant un arzour·ez en amzer-da-zont ?
Evel-just e vefen entanet o kenlabourat gant meur a arzour hag arzourez. Un nebeud zo em fenn, met ne lârin netra hag emgav a roan deoc’h ur wech ma vo ‘maez ar ganaouenn, gwelloc’h eo !
Hag ur sevener·ez filmoù zo ‘tefe c’hoant da c’hoari eviti pe evitañ ?
Plijout a rafe kalz din c’hoari en ur film sevenet gant Céline Sciamma.
Ha dedennet e vefes da vont war-zu doareoù sonerezh ha kanañ all ?
Un den kurius on, ha soñjal a ra din eo yaouank c’hoazh ma sonerezh. Setu, ur bern traoù a chom din da zizoleiñ ! Bamet e vezan dirak ar c’hanoù hengounel, da skouer, hag al lazoù-kanañ dre vras. Da welet !
Dastumet ha troet gant Camille Argouarc’h, embannet ivez e niv. 251 Louarnig. Evit gouzout hiroc’h > bit.ly/ L251
Un atersadenn embannet en niverenn 955, d’ar 26 viz Gwengolo 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg