Gant an direizhamant hin ha cheñchamant an endro e rank al labour-douar ijinañ doareoù ober nevez pe adkregiñ gant reoù kozh. E-touez ar c’hinnigoù pennañ ez eo an agroforesterezh unan eus an diskoulmoù dedennusañ moarvat.
Lakaat gwez e-barzh ar parkeier hag ar pradoù eo pal an agroforesterezh. Gant al labour-douar askoridik1 e vez paouraet an douaroù ha distrujet ar vevliesseurted. Er c’hontrol e fell d’an agroforesterezh produiñ ha doujañ an ekoreizhiadoù war un dro.
Ar gwez n’int ket skoilhoù, pell alese. Efedoù mat e-leizh o deus. Gwareziñ a reont an douaroù diouzh ar c’hrignerezh, gwellaat a reont frouezhusted ar parkeier gant o gwrizioù don ha tapout a reont ar c’harbon. Gant ar skeud a zegasont e tiaezhenn2 nebeutoc’h an dour, un dra vat pa vez sec’hor aliesoc’h-aliesañ. Gant ar gwez e vez desachet laboused hag amprevaned hag a greñva ar vevliesseurted ivez, ar pezh a zo pouezus-kenañ evit gounit an douar.
N’eo ket nevez an doare ober-se. Gwechall e veze kavet mesk-ha-mesk girzhier, gwerjeoù ha trevadoù war ar maez. Met gant an adlodennañ, abalamour da c’hreantelaat al labour-douar, eo bet tennet ar girzhier hag arbennikaet an atantoù. Abalamour da berzhioù fall ar patrom-se e ra muioc’h-mui a labourerien-douar gant an agroforesterezh.
Stéphane Sachet, paotr e 100 000 gwezenn
Stéphane Sachet zo unan eus an obererien a labour war an dachenn-se abaoe ouzhpenn 10 vloaz. Un doktorelezh war ar sokiologiezh en deus diwar-benn an agroforesterezh. Staliet eo el Liger-Atlantel ha krouet en deus e embregerezh Agroforesterie et Conseil evit sikour al labourerien-douar da sevel reizhiadoù agroforestel. « Lakaat linennadoù gwez e-kreizig-kreiz an tachennoù labour-douar a ra efed war an darempredoù etre ar gwez, ar plant gounezet hag al loened ivez. E-giz-se e c’heller produiñ gwelloc’h ha liesseurtoc’h ».
Peurliesañ ez a da welet ar saverien-chatal du-hont, en o ziez-feurm. Un diagnostik a sav asambles ganto evit gouzout o ezhommoù ha lakaat palioù. Plantañ tailhoù-boued3, da skouer, a c’hell bezañ un doare ouzhpenn da gaout boued e-pad an hañv, ur c’houlzad-bloaz hag a vez sechoc’h-sec’hañ. Ouzhpenn da se e tegasont vitaminoù ha maenadoù liesseurt d’al loened. Plantet e vez spesadoù eus Breizh (gwez-kerez pe gwez-avaloù da skouer) hag a daol skeud, ar pezh a zeu da vezañ pouezusoc’h-pouezusañ. E 2013 en doa plantet Stéphane Sachet 70 gwezenn hag a-raok fin ar bloaz e vo bet plantet ar 100 000vet hini. Gant oberoù evel re Stéphane Sachet e c’hellfe an agroforesterezh dont da vezañ unan eus diazezoù al labour-douar en amzer da zont, ul labour-douar doujusoc’h hag a-unan gant an natur.
N. Gourvenneg
1askoridik : intensif
2diaezhenniñ : évaporation
3tailhoù-boued : taillis fouragers
Ur pennad embannet en niverenn 1019, d’ar 17 a viz Kerzu 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg