Keleier e brezhoneg abaoe 2005

An UDB o pouezañ war gudenn an eiltiez

An UDB a fell dezhi komz eus dalc’h al lojañ hag an eiltiez e Breizh, hag evit se he deus lakaet ober ur sontadeg gant an IFOP.

Feur an taos war al lojeiz evit an eiltiez a c’hellfe kreskiñ betek 60 % ma vefe lakaet e plas ar statud a annezad. © Pixabay

Anavezet eo an UDB hiziv evel ar strollad a sav a-enep an eiltiez. Kavet en deus ar strollad emrenour an tu da ziskouez splann an dra-se ur wech ouzhpenn. “War an dachenn omp bet, o pegañ skritelloù, o reiñ traktoù, oc’h ober emvodoù foran, o tisplegañ hor savboent d’an dilennidi ha d’ar mediaoù”, a c’helled lenn miz zo e lec’hienn internet an UDB. “Fellout a ra deomp mont pelloc’h en ur ober ur sontadeg. Goulenn a reomp diganeoc’h sikour arc’hantaouiñ anezhi, evit dastum betek 4000 euro gant ho tonezonoù. Ar peurrest a vo paeet gant ar strollad.”
Dastumet eo bet an arc’hant, ha setu graet ar sontadeg er pemp departamant. 802 den zo bet aterset gant an IFOP. Emañ ar strollad o paouez embann an disoc’hoù.


Ur bern tud a-enep an eiltiez
Pa‘z eus bet goulennet gant an dud hag-eñ e soñj dezho ez eus re a eiltiez e Breizh deus respontet 38 % “ya, kalz re”, 39 % “kentoc’h ya”, 9 % “kentoc’h nann”, 3 % “tamm ebet”, 11 % n’o deus “soñj ebet”.
Unan eus ar mennozhioù difennet gant an UDB eo hini ar statud a annezad. Ma vefe lakaet e pleustr ar statud-se ne c’hellfe bezañ prenet un ti pe ur ranndi nemet gant ar re a zo o chom abaoe ur bloavezh d’an nebeutañ en takad a sellfe ar statud outañ. 33 % eus an dud aterset zo “a-du krenn” gant ar statud kinniget, 45 % “kentoc’h a-du”, 11 % “kentoc’h a-enep”, 4 % “a-enep krenn”. Souezhet eo bet Nil Caouissin, mouezh-aotreet an UDB ha kuzulier-rannvro. “Ne oan ket en gortoz eus un dregantad ken uhel”, emezañ.
An daou c’houlenn-se a ziskouez splann emañ a-du al lodenn vrasañ eus Breizhiz gant mennozhioù an UDB war an afer, seul vui ma n’o deus ket o-unan un eilti moarvat. Kompren a reont ivez pegen nec’hus e teu kudenn al lojañ da vezañ e Breizh. Gouzout a ra Nil Caouissin ne c’hell ket ar Rannvro ober un dra bennak evit ar statud a annezad rak n’he deus ket galloud a-walc’h evit se. Gant ar sontadeg-se, ha gant un tammig muioc’h a zigreizennañ, daoust hag-eñ ne c’hellfe ket dont da wir avat ?


Lojeizoù sokial e-lec’h eiltiez
Setu ur c’hinnig a vo souezhet kalz tud gantañ : treiñ an hanter eus an eiltiez e lojeizoù sokial ac’hann da zek vloaz. N’eus nemet 14 % eus an dud hag a vefe “a-du krenn” ha 33 % “kentoc’h a-du”, ar pezh a zo dregantadoù uhel memes tra. 25 % a vefe “kentoc’h a-enep” ha 16 % “a-enep krenn”.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 976, d’an 20 viz C’hwevrer 2024.

Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez