War dommaat ez a an amzer e Breizh evel er broioù all, en Europa peurgetket. Alese ar riskl brasoc’h da gaout tangwalloù bep bloaz. Tamm-ha-tamm e tesker diwar skiant-prenañ avat. Diskoulmoù zo evit na vefe ket kement a zistruj.

Arabat krediñ ne oa ket bet tangwalloù e Breizh a-raok ar bloavezhioù diwezhañ. E 1976 e oa bet sec’hor vras. E-pad ur mizvezh e talc’has Menez Are da zeviñ. 5000 hektar a voe distrujet en holl gant an tan, o tegas ur gwallreuz ekologel da-heul. « Eus an ifern emaon o tont », a lavaras neuze ur pomper, o tisplegañ pegen start e voe dezhañ stourm ouzh an tan. Ugent vloaz diwezhatoc’h, e miz Mezheven 1996, e c’hoarvezas adarre met ne voe ket ken drastus ar wech-mañ. 896 hektar a voe devet etre ar Yeun Elez ha Menez Mikael. Jeu a voe neuze etre an depute emrener Jean-Yves Kozan hag ar Stad. Goulenn a rae an hini a oa ivez prezidant Park an Arvorig ma vefe laosket kirri-nij Canadair e Breizh dalc’hmat, ar pezh na oa ket ar Stad evit asantiñ rak neuze e vije bet un diouer anezho e kreisteiz Frañs ma oa bras an ezhomm anezho. Ar strollad politikel disrannour eus an tu kleiz pellañ Emgann a damallas an arme a oa o kas pleustradegoù en-dro eno d’ar mare ma krogas an tan. Pevar bloaz zo, e 2022, e voe un tangwall adarre. D’an 18 a viz Gouere e krogas war gumun Brasparzh, a-raok treiñ 2208 hektar lanneier ha koadeier e ludu.
Betek-henn, ma laosker a-gostez ar bloavezh 1976, e c’heller lavaret e c’hoarvez peuzingal a vare da vare. E 2022 e lavare Youenn, ur paotr eus Sant-Riwal : « Abaoe 83 bloaz emaon o chom amañ. Meur a dangwall am eus gwelet, c’hwec’h d’an nebeutañ. » Abaoe 2000 e talc’h Breizh da vezañ taget mui pe vui gant an tan, kentoc’h lanneier eget koadeier.
Riskloù brasoc’h en amzer-da-zont
Ur bloavezh a bouez e voe 2022 gant tangwall Menez Are avat rak deuet e oad neuze da gompren e teufe an traoù da vezañ gwashoc’h-gwashañ gant tommadur an hin. E-touez al lodennoù eus ar bed a c’hellfe gouzañv kalz emañ Europa, ha Frañs peurgetket, gant un temperadur etre kresket eus 4°C e 2100. Ne vo ket laosket Breizh a-gostez evel-just. Eus 16 devezh gant ur riskl bras da gaout tangwalloù hiziv an deiz e tremeno Breizh da 37 e 2100. C’hoarvezout a raio e-pad an hañv dreist-holl. E kreisteiz Breizh hag er reter anezhi e vo brasoc’h ar riskl. Hervez ar pezh a zo bet rakwelet e tlefe kreskiñ an niver a dangwalloù devet ganto ouzhpenn 20 hektar er Mor-Bihan hag en Il-ha-Gwilen azalek 2050. Ar pezh a zo bet diouganet en Aodoù-an-Arvor hag e Penn-ar-Bed n’eo ket ken resis. Liammet eo an tanioù ouzh an temperadurioù, ar sec’hor hag an avel met seul washoc’h e vint ma ne vez ket stourmet outo en un doare efedus.
Divizoù kemeret c’hoazh
E Penn-ar-Bed e voe savet ur steuñv nevez evit stourm ouzh an tangwalloù goude 2022. Degaset en deus gwellaennoù war meur a dachenn. An departamant an hini eo a zo karget da ren ar SDIS (servij-departamant an tangwalloù hag ar sikourioù). 15 karr-samm pomperien zo bet prenet, modernoc’h eget ar pezh a oa a-raok. Mibin int ha barrekoc’h da vont lec’h ma’z eus tachennoù digompez. Ul lodenn eus ar c’hirri-samm o deus kemeret plas re all, aet kozh, hag an eil lodenn zo kirri-samm ouzhpenn. Ur c’harr-nij evezhiañ a dro en oabl a-us an departamant gant teknisianed en e vourzh evit spislec’hiañ ar bouilhoù moged pa vez riskloù brasoc’h devezhioù zo. Ur viñsaskell bombarder dour zo lec’hiet e Pluguen, prest da zibradañ pa vez goulennet gantañ. Ur sammad 1000 litrad dour a c’hell kas gantañ. Implijet e vez e miz Gouere hag e miz Eost. Dindan 15 mn d’ar muiañ ec’h erru a-us an tangwall forzh pelec’h en departamant. Kameraioù resis-tre, hag a ya en-dro gant an naouegezh artifisiel, zo bet lakaet war an uhel e dek lec’h disheñvel e Irvilhag, Brasparzh, Skrigneg, Kast, Kloar-Karnoed, Kemper, Ploeneg, Ploneour-Lanwern, Konk-Kerne, Gourin. « Evezhiañ a reomp 95 % eus ar menezioù en arvar », eme al letanant-koronal Pascal Pitor. A-hend-all ez eus bet staliet 530 kaptor speredek er c’hoadeier hag en tachennoù natur da vuzuliañ an temperadur, ar glebor, an avel, ar moged. Stummet eo bet gwelloc’h ha muioc’h ar bomperien evit ma vefent efedusoc’h pa stourmont ouzh an tangwalloù. Prenet ez eus bet un darvaner, hag a zo ur mekanik evit pleustriñ a-hed ar bloaz. Un emglev zo bet sinet gant Kambr al labour-douar evit kaout sikour al labourerien-douar gant o zonelloù dour.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1100, d’an 28 a viz Gouere 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


