Bloaz zo e oa deuet er-maez film Pierre Jolivet, Ar bezhin glas. Ar c’hazetenner Kristen Falc’hon en deus sevenet un teulfilm diwarnañ, ur seurt « making of », hag a zeuio er-maez en diskar-amzer 2024.
Heuliañ a ra an istor enklask ar gazetennerez Inès Léraud war ar bezhin glas. E miz Even 2019 e oa bet embannet ar bannoù-treset « Algues vertes, l’histoire interdite » gant ar gazetennerez, an tresour Pierre Van Hove hag al livourez Mathilda. Da-heul, e 2022, e oa bet graet ur film gant Pierre Jolivet, hag a zo bet gwelet er sinema gant ouzhpenn 400 000 a sellerien.
Mont pelloc’h
Berzh en deus graet ar film met n’eo ket bet ken aes se da sevel. En diskar-amzer 2022 e oa krog ar skipailh da filmañ met kudennoù dic’hortoz zo c’hoarvezet e lec’hioù zo, tenn e veze an traoù a-wechoù. Diouzhtu he doa goulennet ar gazetennerez Inès Léraud filmañ an traoù a errue a-gostez. Gant ar c’hazetenner eus Splann!, Kristen Falc’hon [s.o. niv. 987 Ya!] eo bet filmet ar skipailh e-pad an treiñ hag ivez er salioù sinema pa veze aozet divizoù war-lerc’h an abadennoù. « Ha bremañ ? Petra a c’heller ober ? » a c’houlenne an dud alies, hervez ar c’hazetenner. Evit arc’hantaouiñ an teulfilm ez eus bet digoret ur c’houlzad dastum arc’hant e HelloAsso.
N. Gourvenneg
Ur pennad embannet en niverenn 999, d’an 30 a viz Gouere 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg