Anavezet eo ar broduerien bier met ezhomm a zo lakaat heiz al labourerien da c’hlec’hiañ a-raok se. Daou vloaz zo c’hoazh e rankent treuziñ Bro-C’hall a-bezh evit en ober. Bremañ e vez graet pep tra e Skaer, er « Malterie de Bretagne ».
Ur SCIC eo ar stal-se, renet gant Jean-Noel Attard. En em gavet zo un 20 breser bennak evit krouiñ ha diorren ar servij-se. En o zouez stalioù bras – Korev, Lancelot, Brasserie de Bretagne – met ivez reoù bihanoc’h. Dont a ra an heiz eus atantoù Bro-Gerne, dreist-holl : an Elian, Sant Ivi, Pont ‘n Abad, Treogad… Pep hektar a brodu, dre vras, 3 zonenn. Etre 150 ha 180 hektar heiz a zo ezhomm bep bloaz. « Ar re all, evit poent, a rank ober c’hoazh gant malt o tont eus pell. Dastumet e vez o heiz gant Agrobio-Pinault ha kaset betek stalioù Soufflet, er Champagn, pe hini Chateau e Bro-Velgia» eme ar rener. Evit poent n’o deus nemet ur c’hellider a brodu 500 tonenn/bloaz – 20 kelc’hiad a zo bet graet gantañ dija – pa zo bet sifret an ezhommoù evit ar gevredigezh « De la terre à la bière » – 88 peizant ezel en holl – : 1500 tonenn ar bloaz. Gant un donenn heiz e vez produet 825 kg malt. « A-raok pell e vo dav deomp sevel un eil kellider. » eme Jean-Noel Attard. Raktreset eo evit c’hwechmiziad kentañ 2021. Evit poent emaint o sevel an teuliad ha klask ar 500 000€ a vo ezhomm.
Ur benveg modern
Tennet zo bet gounid eus an enklaskoù bet graet nevez zo. E miz C’hwevrer 2018 e oa roet lañs d’ar raktres. Bloaz goude, e fin 2019, e veze ar c’hellider o treiñ. « Dibabet hon eus ober an tri frantad-produiñ a zo ret an eil goude egile. Hag esperniet e vez, evel-se. Dour, pa ne ve ken… » eme ar rener. Ezhomm zo div wech nebeutoc’h a zour. Met da wellaat a zo c’hoazh. «Re c’hleborek eo an amzer dre ammañ, re c’hleborek an heiz eostet. 13 % a c’hlebor a rankomp kaout en deroù, a gasomp betek 42-44 % evit glec’hiañ. Dav vo deomp klask ober gant gouennoù all. »
Energiezh a ranker kaout
Dibabet zo bet Skaer dre ma oa eno ur rouedad gouest da gas ar raktres da benn, Energie du Finistère. Eno e oa dija Jean-Noel Attard o labourat. Prenañ a rae gaz naturel o tont dezhañ dre Montoir de Bretagne evit boueta ur c’hlefusker bras. Ar wrez produet a servije da sec’hañ koad, a werzhe e stumm greun-koad pe goad. Bremañ e servij ivez ar wrez-se evit ar stal-materezh, an tredan produet o vezañ gwerzhet, eñ, da EDF.
Ur pennad embannet en niverenn 795 (koumanantiñ : amañ)