Deuet eo an avel, an amzer yen, ar glav ha tud zo, Bretoned eus kostez Skaer, o soñjal e tle bezañ diaes ar vuhez evit familhoù pe tud o-unan, repuidi e Calais, o tont eus Siria, o klask mont betek Bro-Saoz.
En em vodet zo un nebeud tud, tud yaouank bet alies o sikour er Secours Populaire, er « Main Tendue », e bank ar boued… Mignoned int gant ur strollad eus Montroulez, « Les Voltigeurs » o deus kaset danvez da repuidi Calais. Ha deuet c’hoant dezho ober heñvel. Aet int e darempred gant kevredigezhioù ispisializet, eno «L’auberge des Migrants», amañ «Utopia 56» ha savet o strollad, «On est Bretons, solidaires et on agit». A-raok kregiñ d’ober un dra bennak e felle dezho selaou ar re a oar, evel Utopia 56, a-benn gouzout petra goulenn digant an dud.
Marc’had Skaer
D’ar 6/2 e talc’hent o stand war ar marc’had e Skaer ha dastumet e voe ganto peadra da leuniañ un hanter karrig-samm. Pemzektez goude, d’an 20, e tastumjont peder gwech muioc’h. Ha kavet ur plas, prestet gant ar PCF, evit diveskañ an danvez roet. «Dav eo lâret e vez an holl, tu-dehou ha tu-kleiz, o sikour ac’hanomp.» D’ar 27/2 o deus aozet un emvod foran e leurenn Youenn Gwernig evit lakaat ar boblañs da selaou tud bet e Calais, o kontañ ar pezh o deus gwelet.
Evit poent e vez kaset dezho kalz dilhad tomm, boteier hag euzhoù, boued met ivez produioù yec’hed evel toaz-dent pe razoueroù. « Bez’ zo bet zoken ur vaouez kozh 70 vloaz o tegas deomp ur sac’had doudou-où he doa graet he-unan abaoe m’he doa klevet e tastumemp traoù evit ar repuidi. » eme Yoann Daniel, fromet c’hoazh gant seurt emzalc’h.
Kas di
An dibenn-sizhun paseet int bete betek Calais da gas o zastumad. «Kaer zo d’an archerien bezañ kaset un 2000 repuad bennak kuit, ha devet tout o zraoù da heul, e chom hag e chomo un 3000 bennak eno, o vevañ gant kondisionoù fall-spontus. » a embann Yoann Daniel. Evitañ hag evit e vignoned ne fell ket dezho emellout er politikerezh, e Siria pe e Frañs. Skoazellañ o nesañ eo a glaskont ober, ha setu tout.
Evit kas o zraoù betek Calais zo bet prestet dezho ur c’harrig-samm met frejoù a vo, memestra. Klassk a reont kaout 700-800€ ha lakaet o deus ur galv war al lec’hienn Kengo. Un nebeud devezhioù a-raok mont e save ar skoazell da 348€ – ha c’hoazh eo dav tennañ 2,8%, lodenn Kengo – met mennet eo Yoann Daniel hag e vignoned da vont betek penn. «Ma ne dizhomp ket ar sammad e lakaimp eus hon arc’hant deomp-ni, ha setu tout.»
War al lec’h e c’hellont kontañ war Utopia 56 evit diskouez dezho jungle Calais. C’hoant o deus displegañ da dud Skaer – ha tro-dro – da betra en deus talvezet o frofoù. Un emvod renta-kont a vo aozet ‘benn ur pemzektez bennak.
UR PENNAD EMBANNET EN NIVERENN 561 (11/03/16)
(KOUMANANTIÑ : AMAÑ)