Keleier e brezhoneg abaoe 2005

War hent an adunvanidigezh gant mestradur Biden ?

Setu Joe Biden kadarnaet evel 46vet prezidant ar Stadoù-Unanet. Katolik hag Iwerzhonad a-orin eo ha ne ya ket dizamant gantañ pa vez anv da souten ar republikaned er C’hwec’h Kontelezh. En e greñvañ emañ ar lobby iwerzhonat er melestradur nevez ha tañset eo bet Boris Johnson dija. Arabat da hemañ ober forzh petra hag adsevel ur gwir vevenn etre an Norzh hag ar Su.

Amanda Sloat © Pomed

Gant Joe Biden e penn an Ti Gwenn eh eus esper gant ar Republikaned ag ar C’hwec’h Kontelezh. Iwerzhonad a-orin eo ar prezidant nevez (gant e vamm-gozh, hag a oa o chom gantañ ha gant e dud. Komzet e veze iwerzhoneg er gêr zoken) ha lorc’h ennañ. En holl velestradurioù e penn ar jeu e Washington eh eus un den karget ag an « aferioù iwerzhonat » hag a zo troet mui pe vui àr ar Republikaned. Dre ret. Kreñv-tre eo ar « lobby iwerzhonat » ken eus tu an demokrated ken eus tu ar republikaned. E melestradur Joe Biden e vez klevet kalz anv Amanda Sloat*, anezhi kuzulierez evit aferioù Europa. Graet eo bet ganti he studioù e Belfast ha kuzulierez eo bet evit breujoù Bro-Skos ha breujoù ar C’hwec’h Kontelezh da c’houde. Ha skrivet zo bet ganti ur levr àr emrenerezh Bro-Skos : « Scotland in Europe: A Study of Multi-Level Governance » ha meur a bennad diàr-benn aferioù Europa. Gant seurt kursus e vo moarvat forzh pellgomzadennoù etre Edimbourg, Dulenn, Belfast hag he burev e Washington hed-ha-hed ar pevar bloaz a ‘z a…

Ar lobby iwerzhonat o c’hoari e Washington

Kerkent ha miz Gwengolo e voe kaset gant Joe Biden ur gemennadenn sklaer da vBoris Johnson diàr-benn distro ar vevenn etre an norzh hag ar su da heul ar Brexit. Hervez Joe Biden e oa ur redi doujiñ ouzh ar GFA (Emglev Gwener ar Groaz). A-hend all ne vehe ket mui ag an « darempred -kenwerzhel- hep e bar » etre an SUA hag ar Rouantelezh-Unanet. Ha ne oa ket Joe Biden e-unan er jeu. Resevet en doa Boris Johnson ur lizher all a-berzh Eliot Engel (prezidant bodad an aferioù diavaez ag ar Sened), anezhañ mignon bras Gerry Adams ha kensinet gant senedourion republikan ha demokrat, anezhe skoazelloù feal ar bProvoed. Er lizher-se e oa kaoz a zanvez-diarbennoù hag a vehe bet a-enep an emglev sinet gant an UE diàr-benn statud an Norzh. Setu Boris Johnson kemennet groñs d’ar mare-se. E Washington eh eus ur lobby iwerzhonat galloudus-kenañ hag a zo en e uhelañ gant Joe Biden e penn ar jeu, sklaer an traoù.

An DUP etre an horzh hag ar genn

Hogen, skoilhoù all a zo àr an hent etre Londrez ha Belfast evit Boris Johnson. Ar bloaz-mañ e vo lidet kantved deiz-ha-bloaz ar C’hwec’h Kontelezh (bet savet diàr ranniñ an enezenn d’an 3 a viz Mae 1921 dre sinadur ar Government Ireland Act. Ur griz a vrezel diabarzh etre an dreitourion, evit ar feur-emglev, hag ar republikaned, a-enep, a voe da heul). Ha trist e vo ar fest evit an Unvanourion moarvat kar emaint àr an diskar muioc’h-mui. Ha n’eo ket bet ar Brexit un dra vat evite ha dreist-holl evit an DUP, strollad Arlene Foster e penn ar jeu e Stormont. Frailhoù don a zo er strollad etre ar re ha ne gredont ket mui e-barzh hag ar re ag an tu-pellañ. E-touesk ar re yaouank, ha memes e-touesk ar Brotestanded yaouank, e ya àr-raok ar soñj e vo unvanet an enezenn deiz pe zeiz. Met, en tu-all, e sav muioc’h-mui ar lealourion o mouezh dre nac’hiñ forzh peseurt emglev a vehe diàr-benn statud ar C’hwech Kontelezh. Kement ma ya skuizh an holl dud tro-dro dezhe. Hervez politikourion saoz e vehe an unvanourion ag an tu-pellañ, hag o spered reut, ar bruderezh gwellañ evit an adunvanidigezh ha n’eo ket ar Sinn Féin.

Fabien Lécuyer

*@A_Sloat àr Twitter. Dedennus e vo heuliiñ he berrgemennadennoù moarvat

Ur pennad embannet en niverenn 816 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez