DegemerKeit Vimp Bev

Keit Vimp Bev : An ti-embann

Keit vimp bev a zo ur gevredigezh mod lezenn 1901 krouet e 1982 evit reiñ buhez d’an embann e brezhoneg. Staliet eo e Ti ar Vro e Karaez. Embannet e vez levrioù brezhonek ha dreist-holl kelaouennoù evel Rouzig (3-8 vloaz) Louarnig (8-12 vloaz) hag ar gazetenn Ya! evit ar grennarded hag an dud deuet. Krouet eo bet he logo e 2002 gant an arzourez Maïna Kernalegenn.

Chomlec’h : Ti ar Vro, 6 plasenn Gwirioù Mab-den, 29270 Karaez // Pellgomz : 02.98.26.87.12 // Postel : darempred [@] keit-vimp-bev.com

Un nebeud levrioù embannet

Ar c'helaouennoù

ROUZIG

Er gelaouenn viziek Rouzig e kavoc’h un istor hag a c’heller selaou dre lec’hienn Keit Vimp Bev. Kavet e vez ivez ur rubrikenn “ober” bennak : rekipe, bitrakoù da sevel, taolioù-arnod, deskiñ tresañ hag evel-just e vez lennet ivez troioù-kaer Rouzig, ki muiañ-karet ar vugale !

LOUARNIG

Bep miz e vez kavet rubrikenn al loened gant Sandrine, ur vezegez-loened a gomz brezhoneg hag a respont d’ar goulennoù kaset dezhi gant ar vugale ; ur gejadenn gant ur bugel a ro da zizoleiñ e/he sevenadur a c'heller lenn ivez ; ha bannoù-treset e brezhoneg (Kid Paddle...).

Pennad ebet