Keleier e brezhoneg abaoe 2005

C’hwezhadur

War-lerc’h embann teorienn ar relativelezh hollek e 2015 gant Albert Einstein e teuas buan patromoù kentañ an hollved savet gant fizikourien ampart. Da gentañ e soñje da Albert Einstein e oa dilusk an hollved hag ouzhpennet en doa e kevatalennoù an deorienn un term digemm, lesanvet an digemenn gosmologel evit kempouezañ perzh frev ar c’hevatalennoù. Er bloavezhioù 1920 e voe kavet gant Edwin Hubble ar galaksiennoù, objedoù nevez an hollved ha, bravoc’h c’hoazh, e voe komprenet gantañ e oant o pellat an eil diouzh egile. Tizh ar bellded muzuliet gant Edwin Hubble a oa kenfeur ouzh an hirder etre ar galaksiennoù. Seul belloc’h ar galaksiennoù seul vuanoc’h ez ae an traoù eta. Gant se e oa kaset an digemenn gosmologel da boubellenn istor ar skiantoù evit sevel patrom un hollved frev. Ganet oa ivez soñj un hollved oc’h en em astenn buanoc’h-buanañ, un tamm heñvel ouzh gorre ur volotenn o tevaat p’eo c’hwezhet ! Gant seurt kavadenn e oa ganet ivez ar soñj e oa bihanoc’h an hollved a-raok, tommoc’h ha stankoc’h. Er bloavezhioù 1940 gant ar fizikour brudet Georges Gamow ha fizikourien all e oa bet komprenet e rankfe chom en hollved a-vremañ ur skignadenn dilerc’h eus ar skignadenn kreñv a rene e deroù istor an hollved. Kavet e voe e 1965 gant Arno Allan Penzias ha Robert Woodrow Wilson ar pezh a vez lesanvet bremañ ar foñs mikrogwagennoù kosmek, da lavaret eo roudoù skignadenn gentañ an hollved kaset 380 000 bloavezh goude e zeroù, “ar skignadenn gozh” e berr gomzoù. Jedet e voe war un dro oad an hollved ha kavet 13,8 miliard a vloavezhioù ! Tamm-ha-tamm e voe savet ivez kartennoù resisoc’h-resisañ eus ar skignadenn-se gant satellitoù evel an hini diwezhañ lesanvet Planck, kaset e 2009.

Georges Gamow, fizikour ha priz Nobel en deus savet ivez levrioù vulgarizañ eus ar re wellañ diwar-benn fizik an hollved evel “M. Tompkins in wonderland”

Traoù a-dreuz oa er patrom-se koulskoude, evel ma c’hoarvez e pep teorienn skiantel sirius. Diaezamant an dremmwel a oa lesanvet an hini kentañ. Dre ma ‘z eo tizh ar gouloù brasañ tizh en hollved ha dre ma ‘z eo bras-spontus an hollved, ez eus tachennoù ne c’hall ket bezañ liammet kenetrezo gant ul liamm arbennel termenet gant tizh ar gouloù. Digomprenus eo eta perak eo ken unvan ar skignadenn gozh muzuliet gant ar satellit Planck war sferenn an oabl. Un diaezamant all eo e vevomp bremañ en un hollved plaen-tre. Ne c’heller ket muzuliañ ur c’hrommadur bennak evit an hollved a-bezh zoken. Koulskoude ne oa ket e-giz se e penn kentañ. An trede diaezamant a zo stag ouzh talvoudegezh an entropiezh, da lavaret live dizurzh an hollved hag a zo uhel-tre, daoust ma oa izel-tre e penn kentañ. Evit diskoulmañ an afer-se o deus ijinet ar fizikourien patromoù ma c’hwezhje buan-tre an hollved e penn kentañ, en ur mod eksponentiel e gwirionez. Ken buan vije bet kresk eksponentiel mentoù an hollved ma vije bet lieskementet gant 10 galloud 26 ar mentoù e-keit an eilenn gentañ ! Seurt kresk, a za buanoc’h evit tizh ar gouloù, n’eo ket difennet dre m’eo perzhioù geometrek an hollved hepken a gresk. Ur perzh a-bouez eus patrom an hollved-se zo lesanvet an anvariant skeul. Muzuliet eo bet gant ar skiantourien ha klotañ a ra mat gant an deorienn. Koulskoude teoriennoù all a zo bremañ a-enep teorienn ar c’hwezhadur a ginnig un hollved a c’hwezhje ha dic’hwezhje a-hed an amzer ! An dra-se zo un istor all, ha n’eus roud eus prouenn ebet evit c’hoazh.

Jean-Michel Sanner

  • C’hwezadur : Expansion
  • Foñs mikrogwagennoù kosmek : Fond diffus cosmologique
  • Liamm arbennel : Relation de causalité
  • Anvariant skeul : Invariant d’échelle
  • Frev : Dynamique
  • Digemenn : Constante

UR PENNAD embannet EN NIVERENN 807 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez