E 2012 he doa graet berzh an arzourez Miss Blue gant he fladenn Breizh’n Bass a vesk sonerezh hengounel Breizh ha drum’n bass. A-raok pell e vo distro gant hec’h eil pladenn hag ar memes sekred krouiñ.

« Ur vinil kan-ha-diskan lakaet war ur beat drum’n bass », setu he doare ober. « Diwar ar c’henstok etre mouezhioù an tremened hag ar sonioù boud elektronek ez eus ganet ur son nevez, hag a zo bet graet Breizh’n Bass anezhañ ganin », eme an arzourez. Gant ar bladenn-se he deus bet tro da sonveskiñ er bed a-bezh (Japan, Brazil, ar Stadoù-Unanet…).
An distro
Emañ Miss Blue o klask sevel un eil pladenn, « Breizh’n Bass 2 – An Distro », hag evit en ober e c’houlenn skoazell. Roet ez eus bet lañs d’un dastum arc’hant. Meur a bazenn zo evit an arzourez da vont betek penn he raktres. « Kalz muioc’h eget un donezon eo skoazellañ ar raktres-se. Kemer perzh da vat en ur grouidigezh sonerezh frank, breizhek hag hollvedel eo. Pep roadenn a zegas nerzh » d’he labour, emezi.
N. Gourvenneg
Gouzout hiroc’h : www.djmissblue.bzh
Kemer perzh gant Kengo : https://kengo.bzh/projet/4663/breizhn-bass-2-l-album-de-miss-blue
Ur pennad embannet en niverenn 1061, d’an 28 a viz Here 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


