E meur a gêr e voe goloet stêrioù zo d’ober parklec’hioù ur mare zo bet. Tremenet eo ar c’hiz-se. Emeur bremañ o tizoleiñ ar stêrioù en-dro. Setu ar pezh a c’hoarvezo e kêr Roazhon ivez.

Savet e oa bet ur plañchod a-us ar stêr Wilen e 1963. D’ar mare-se e teue ar c’harr-tan da vezañ un dra ret e pep familh. E kreiz-kêr e oa ret pourchas lec’hioù parkañ d’an dud da leuskel o c’harr-tan eno. 6600 m2 a voe goloet. Ouzhpenn 70 vloaz zo bremañ. Koshaet eo ar framm ha ma vije chomet eno an dar vetoñs e vije bet ranket ober labourioù da greñvaat an treustoù, ar pezh a vije koustet ken ker ha diskar anezhi. A-hend-all ne oa ket ken pounner ar c’hirri-tan e 1963 ha ma’z int hiziv.
Un abeg all zo bet displeget gant ar c’huzul-kêr. Fellout a ra d’ar guzulierien ha d’ar vaerez, Nicole Appere, azasaat kêr ouzh tommadur an hin, ha reiñ en-dro o stêr da Roazhoniz. Ur porzh e voe gwechall ha tavarnioù-dañs a oa war ar c’haeoù. Gant an dour-beuz ne voe ket aes delc’her anezho avat. Soñjal a reer bremañ e baleadennoù ha diduamantoù all a-hed ar stêr.
Er raktres ez eus bet divizet plantañ gwez da zegas glasvez e kreiz-kêr hag evit ma vefe lec’hioù klouaroc’h pa vo heol berv. 200 gwezenn a vo lakaet war bord ar stêr. Ul lec’h evit an dremenidi hag ar beloioù e vo, gant un dreuzell ha pontonoù, ha staliet e vo liorzhoù war neuñv war ar stêr.
6000 tonennad vetoñs
A-raok e vo ret tennañ ar 6000 tonennad vetoñs a oa bet implijet da sevel ar parklec’h. « N’eo ket diaes d’ober met ret e vo teurel evezh na vefe ket mastaret ar stêr dindan. Netra ne zle kouezhañ en dour, na poultrenn na dour lous nag atredoù », eme Jean-François Papin, rener al labourioù. Ur wech ma vo bet dizoloet ar stêr a-hed 270 metr e vo tro plasenn ar Republik. 14 miz e pado ar chanter. Ankeniet eo ar genwerzhourien rak aon o deus ne zeufe ket mui kement a dud betek kreiz-kêr gant o c’harr-tan. Klasket he deus Nicole Appere dinec’hiñ anezho o lavaret « ne vez ket leun parklec’hioù kêr morse. »
Y. Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1050, d’an 22 a viz Gouere 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg