D’ar Sadorn 14 a viz Even e vo dalc’het emvod-meur Keit Vimp Bev, da 5 eur, e Ti ar vro Karaez.

Kenderc’hel a ra ar gevredigezh da vont war-raok. Dilojet e oa bet he sez da Di ar vro Karaez e penn-kentañ ar bloaz-mañ. Goude ouzhpenn 40 vloaz e kreiz-kêr Laz en doa c’hoant ar skipailh da cheñch lec’h. Ur blijadur eo bezañ e ti ar vro asambles gant skipailh RAOK hag hini ar Redadeg. Hag evel-just ez eo ar Poc’hêr ul lec’h eus ar c’hentañ evit bezañ e-kreiz ar jeu !
Bilañs
An emvod-meur a vo ur prantad a-zoare evit ober ur bilañs ha kinnig hor raktresoù war ar stern. En un doare klasel e vo kinniget ar c’hontoù hag obererezhioù ar bloaz paseet : al levrioù a oa bet embannet e 2024, an niver a goumananterien evit pep kelaouenn (Rouzig, Louarnig ha Ya!) hag evel-just al levrioù nevez a vo embannet e 2025 a-raok Gouel al levrioù.
Lid
Goude an emvod ofisiel e c’hello an holl re a garo tremen un nozvezh eus ar plijusañ gant ur pred yen ha banneoù. Kanoù ha kontadennoù a vo. Un doare e vo da lidañ 20 vloaz Ya! ivez ! Eya ! D’an 10 a viz Even 2005 e oa bet embannet an niverenn gentañ !
N. Gourvenneg
Ret eo bezañ ezel (skodenn 10 €) : https://bit.ly/emezelan-kvb
Ur pennad embannet en niverenn 1042, d’ar 27 a viz Mae 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg