Keleier e brezhoneg abaoe 2005

En em ober ouzh cheñchamant an hin en tachennoù-kampiñ

Emañ Unaniezh Vreizhat al Letierezh en Aer Vras, a zo bodet enni tachennoù-kampiñ, o paouez embann ur sturlevr lec’h ma vez diskouezet penaos ober evit en em ober ouzh cheñchamant an hin.

Ar sturlevr-se zo bet savet evit an tachennoù-kampiñ, ar c’hreizennoù vakansoù, ar c’hêriadennoù vakañsiñ hag an herberc’hioù yaouankiz. © Capfun

Titl ar sturlevr eo : « Azasaat ar glasvez ouzh cheñchamantoù an hin ». Embannet eo bet evit ar verourien tachennoù-kampiñ rak d’ober o devez ouzh barroù-amzer, sec’hor, kiladenn an aod. Er sturlevr e c’heller lenn kuzulioù pleustrek evit a sell ouzh an dibab plant ha gwez a vo ar gwellañ en amzer-da-zont. Hervez ar pezh a vez plantet ne vez ket implijet ar memes kementad a zour. Displegañ a reer ivez interest kement plantenn evit ar vevliesseurted. Anv zo ivez eus an doare da verañ al lastez glas.

Memes ma n’eo ket Breizh bro an tanioù-gwall ez eus ul lodenn diwar-benn an doare da stourm ouzh an tan rak riskloù a vez ivez, hag e vo muioc’h-mui gant an amzer o vont war dommaat. « Ur benveg ret eo ar sturlevr-mañ evit hon izili », eme Mathilde Raphalen hag Albane Ganga eus Unaniezh Vreizhat al Letierezh en Aer Vras. « Reiñ sikour d’ar verourien tachennoù-kampiñ da dalañ ouzh daeoù an endro, koulz ha derc’hel kaerder ha liesseurted natur Breizh, a faot deomp ober », emezo.


Dibaboù da lakaat e pleustr
Reolennoù zo a rank an tachennoù-kampiñ ober ganto rak degemer a reont tud ha dre-se n’int ket evit ober forzh petra e-keñver ar surentez. Daoust da se eo frank an traoù a c’hellont seveniñ evit en em azasaat ouzh cheñchamantoù an hin. Disheoliennoù a c’hellont staliañ. El lochennoù strinkerezh eo posupl damantiñ d’an dour gant munuterioù pe gouleier da vroudañ ar gamperien da chom nebeutoc’h a amzer dindan ar strinkerez. En amzer-da-zont ne vo ket ar mobile-home tre evel bremañ. Gwenn e vo o zoennoù moarvat, ha disheolieroù a vo ingal e tu an heol evit ma ne dommfe ket bannoù an heol o mogerioù pa vo tomm-gor an amzer.

Ar pezh a vo graet dreist-holl eo plantañ e-leizh. N’eus ket gwelloc’h eget glasvez evit degas freskter. N’eo ket Fulup Morantin, merour tachenn-gampiñ La Chênaie e Pornizh, a lavaro ar c’hontrol. E penn ur vagerezh gwez e oa a-raok mont da verour tachenn-gampiñ. Pa vez kaoz a blantañ e oar diouzh ar vicher eta. « Daou vloaz goude m’int bet plantet o deus kresket ar gwez pe ar plant eus 50 pe 60 santimetr », emezañ, o soñjal er pezh en deus graet dija. Gwez-derv Amerika, skav-gwrac’h, onn, a bep seurt en deus plantet. Dre m’en devoa dalc’het gwez bihan eus ar vagerezh a laboure enni a-raok n’eo ket re ger evitañ degas glasvez en dachenn-gampiñ nav hektar emañ o labourat enni, met gouzout a ra en dije kousket ker a-walc’h a-hend-all.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 1003, d’ar 27 a viz Eost 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez