Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Festival Elixir e Plouneour-Traezh e 1980, 40 vloaz ‘zo

Edo an daou genderv Billant, Per ha Yann-Baol, o klask ur barrez all war-lerc’h Irvilhag e 1979 evit degemer ar gouel. Hag int, goude un droiad hir, en em gavout e Bro-Bagan. En o stragell gozh emaint o vont, war an hent etre Brignogan ha Plouneour. « N’ez eus ket kalz a lec’hioù amañ, war bord ar mor, evit lakaat 10 000 den » eme Yann-Baol en ur gas ar c’harr. « Bez emañ sec’hadur ar Vougo, an tevenn hir etre Plougerne ha Gwiseni. Ar pezh ‘zo n’eo ket gwall ledan, hag en hañv e vez sec’het bezhin ha pioka warni. » eme bPer e-kichen ar blenier. « Neiz Vran, eme Yann-Baol, e-kichen ar voest-noz Fanal, n’eo ket fall. Nemet re vihan ha re bell diouzh an hent bras. » Evit Per e vefe mat Meneham e Kerlouan. Labour vat a ra eno Mari Wiherm hag he gwaz Marsel Kerbrat, en o « zi-soul ». Kanerien, sonerien, festoù-noz hag all. « Re vihan an tachennoù gant perc’henned disheñvel»eme Yann-Baol « Re a labour a vefe evit mont d’o c’havout a-unanoù. » « Ha Brignogan, ‘mit-hu ? a c’houlenn Per. Evit Yann-Baol eo re binvidik ar barrez gant touristed Pariz. Fae a reont war traoù ar vro. « Re blouk omp-ni evito ! »

A-benn neuze, storlok-distorlok, emaint erru e kroashent an ti hent-houarn e Plouneour-Traezh. « Ha ma’z afemp da bakañ ur banne e ti Jakez Abalan ? » eme bPer. « Piv hennezh ‘ta ? » a c’houlenn Yann-Baol. « Peus ket soñj ‘ta ? Ganeomp-ni edo en Irvilhag, deut da reiñ an dorn. Abaoe en deus digoret un ti-krampouezh hag ostaleri er bourk. Sonadegoù a gustum aozañ ivez.» Nepell war-lerc’h emañ an daou genderv o renkañ o c’harr dirak an Hesperides, en tu all d’ar vered. Hag an daou baotr en ti. Bez emañ Jakez en tu all d’an daol-gont o toullañ kaoz gant ur paotr kozh, ur werennad gwin ruz dirazañ. Souezhet eo o welet an daou gomper o tont. « Sell ‘ta piv ! Ar baotred Billant. » Aet int o-zri da azezañ ouzh un daol izel, pep a vanne bier ganto. « Mont a ra ar stal en-dro ganit ? » a c’houlenn Per. « War ar sizhun e vez morgousket ar vro. D’ar Sadorn noz avat e vez ur bern tud yaouank, dreist-holl pa vez kanerien ha sonerien. » « Terzhienn ar Sadorn noz ! » a lavar Yann-Baol. « N’eus ket re a dud o klemm gant an trouz ? » « Grik ebet gant ar re a zo en tu all d’an hent – er vered ! -Martoloded war o leve ez eus kalz er bourk. Ganto eo e vez leñv ha gweñv d’an disterañ tamm trouz. Karout a rafent-int e vefe ur vered penn-da-benn eus ar barrez ! Ha c’hwi, d’ober petra oc’h deut e Plouneour ? N’eo ket da ormela na da glask kouilhoù kezeg, douetus. »

« Eno, n’eus den koulz lavaret, na kouer na bourc’hiz ebet. Deomp da gavout an aotrou maer !« 

Neuze e tispleg an daou genderv penaos emaint o klask ul lec’h bennak evit aozañ eilvet gouel Elixir, a-benn an hañv a zeu. Nac’het eo bet gant maer Irvilhag degemer ar gouel en-dro en e barrez. « Perak ‘ta ?, a c’houlenn Jakez, sot a-walc’h eo ar maer, alato ! Tremenet mat e oa bet an traoù eno, tamm freuz ebet, netra torret, den gloazet ebet. Ha pebezh brud vat evit ar barrez ! Piv a ouie pelec’h edo Irvilhag a-raok ar gouel ? Pegen nul eo ! eme Jakez, droug ennañ. « Hag er vro-mañ ? a c’houlenn Yann-Baol. N’ez eus netra ? » Neuze e lavar Jakez dezho ez eus, en tu all d’ar bourk , war bleg-mor Goulc’hen, tevinier bras, Pelleuz o anv. « Eno, n’eus den koulz lavaret, na kouer na bourc’hiz ebet. Deomp da gavout an aotrou maer ! Gwelet ‘m eus e oto dirak an ti-kêr. » Ha dao, o-zri d’an ti-kêr a zo e-kichen an iliz.

Diouzhtu int degemeret gant ar maer, un den postek a dri-ugent vloaz, sonn war e gilhoroù ha kreñv e vouezh. Kouer eo diouzh e vicher. « Ata Jakez, petra ‘zo nevez ganit ? » Displegañ a ra hemañ penaos e zaou gomper o doa aozet warlene gouel bras Elixir en Irvilhag. Klevet en deus ar maer un tammig anv eus ar gouel-se. Da Yann-Baol ha da Ber da gomz, pelloc’h. Emaint o klask ul lec’h all evit an hañv a zeu. « Hag ho peus soñjet e Plouneour, a-raok Brignogan ! Un dra vat eo. » « Plouneour evel-just, eme Yann-Baol. Ur barrez ken kaer, gant Paganiz ken degemerus renet gant un ti-kêr ken leun a startijenn hag a intrudu. » Gant al loa-gog e roont mel d’an maer ha n’eo ket un azen anezhañ. « Mat e kavan ar c’haol, emezañ en ur vousc’hoarzhin, nemet ne zebran ket an treujoù ! » Ret eo dezhañ displegañ d’an daou genderv, aet lostok, petra a dalv an dro-lavar-se. Daoust da se eo dedennet evit ma vefe aozet ar gouel e Plouneour. E Pelleuz, end-eeun. C’hoazh ez eus bet milieroù a dud o kampiñ eno, paotred ar c’homedi na pa ve ken. « Un dra vras eo ur festival, memestra, evit ur barrez vihan evel Plouneour » a lavar ar maer. « Ken bras-se n’eo ket, eme Jakez, un tammig brasoc’h eget festoù-noz strollad ar Vro Bagan. » A-benn ar fin e sav a-du gant an aozerien, nemet e vo ret dezhañ goulenn o ali digant ar guzulierien. « Sur on e c’houlennint kaout un tamm gounidigezh evit ar barrez, lakaomp 15% diwar an ostaleri hag ar stalioù. Ha 500 lur an daou zervezh-arat evit parkañ ar c’hirri. » « Mat eo deomp, eme Yann-Baol, ha ma vez torret tra pe dra e vezint digollet deoc’h. » « Torret traoù ? War ho meno ne oa ket bet a freuz en Irvilhag. » « Ya met, eme Jakez, eno edo war ar maez don. E-skoaz amañ gant ar Baganiz hag an douristed… » « Mat, eme ar maer a-raok kuitaat, kontañ warnon-me a c’helloc’h. Kenavo kentañ tro ! »

Laouen-bras eo an tri faotr yaouank o vont betek an aod. Degemer mat o deus bet digant an Aotrou maer. Ha laouenoc’h a se c’hoazh oc’h en em gavout dirak ar mor. « Puten c’hast ! Pegen brav eo ! »eme Yann-Baol. « Ret e vo lakaat peulgaelioù tol en-dro d’an dachenn, tri metrad uhelder da nebeutañ, kuit d’an dud da laerezh. » Ur mennozh all en deus e genderv : sevel div leurenn kichen-ha-kichen, gant toenn a-zioc’hto. Aesoc’h a se lakaat ar ganerien hag ar sonerien da ganañ ha da seniñ a bep eil, kuit da goll amzer. « Piv ‘peus soñj pediñ? a c’houlenn Jakez. « Donavan ! » eme Yann-Baol. « Perak ne vefe ket goulennet digant Murray Head ivez ? » eme Jakez. « Ha dont a rafe en ul lec’h ken distro, a gav dit ? » a lavar Per. « Anat dit ! Ma vez paeet mat. »

Setu ma oa loc’het aozañ eilvet gouel Elixir. D’ar 16 ha d’ar 17 a viz Eost 1980 e vefe dalc’het. « War an tevennoù, dirak ar mor bras, etre Brest ha Rosko. » War an hent mat edo an traoù. Pemzektez a-raok avat, setu Jakez o pellgomz d’e vignoned : « C’hwezh fall a zo, paotred. Savet ez eus flaer e loeroù an Aotrou maer. C’hoant terriñ an abadenn en deus. Galvet gantañ ar guzulierien da zont d’ar red d’an ti-kêr. Bremaik, pa vo echu ar c’huzul ganto, e lavarin deoc’h. Perak ? Abalamour eo bet goloet an tevenn gant ar reverdi vras ha chomet an dour-mor da boulladiñ war-lerc’h. Petra emaoc’h o lavaret? Lakaat degas karradoù traezh da stankañ an toulloù. Petra lavaro an ekolojisted, se ? Petra ‘peus lavaret ? Va ridell gant an ekologourien ! Ouzhpenn-se emañ ar beizanted o vanifestiñ abalamour da briz ar moc’h. Stankañ an heñchoù a raint ma ne vezont ket selaouet. Petra ‘peus lavaret ? Va revr gant ar beizanted ! Komz izeloc’h ! Leun a beizanted a zo oc’h evañ banneoù amañ en ostaleri. »

A-barzh ar fin e voe votet a-du gant ar maer hag e guzulierien. Bez’ e vefe eus gouel Elixir e Plouneour ! D’ar 16 a viz Eost eta e krog ar festival, war an deiz gant ar strollad Houka Magic eus Montroulez, e straejoù ar bourk ha betek an aod, endra ma teu yaouankizoù o blev hir a bep tu eus ar vro. Amañ n’eo ket saout-laezh a zo o sellet outo evel en Irvilhag, kaol ha legumajoù all ne lavaran ket. C’hwezh kreñv ar c’hwalen hag ar bezhin a zeu da hilligañ o fronelloù. Hag ar gwel eus ar mor, dirak o daoulagadoù sabatuet ! Tud ar vro, merc’hed ha paotred kozh, a zo deut betek an drefen da guriuzenniñ. Ma, biskoazh kemend-all ! N’eo ket gwall domm an amzer evit ar poent-bloaz, hogen n’eus ket a zoare glav ganti. E-pad daou zervezh ha div nozvezh e vezo gwelet ha klevet Murray Head, Donavan, Chapman, Clannad, Lockwood, Dan ar Braz, Fernand L’Eclair, Bernard Benoit hag all… Ur bern tud yaouank a zo war an traezh, war ar geot, er poulloù dour…

D’ar Sul da noz emañ ar maer o paeañ ur banne d’an aozerien ha d’an archerien. « Ha neuze, paotred, kountant oc’h ? » « Kontant e-keñver an dud a zo bet hag an arzourien a-zoare, eme Yann-Baol. Fallgontant avat e-keñver an arc’hant. Goude gwerzhañ 10 000 bilhed, emaomp war goll adarre. » « Ha c’hwi va adjudant ? » « Dreist eo bet aozet an traoù ganto, a respont mestr an archerien. N’eus ket bet a freuz panevet ur mezvier bennak. Kempenn eo an dachenn ganto. War hent Lesneven ez eus bet lakaet nav-ugent blenier da c’hwezhañ er sac’h-biniou. Daou nemetken a oa ur banne a re en o fri. E-giz ma vefent o tont en-dro eus ur vodadeg Vie Libre ! » « Disheñvel neuze, eme ar maer. Savit war ho panne, paotred ! Gwashañ pennad va buhez eo bet ar pemzektez-se a-raok ar gouel. Ne oan ket evit kousket, gant an enkrez. » « Hag er bloavezh ‘zeu, Aotrou maer, a c’houlenn Per. » « Ah ! Ah ! » a respont ar maer a-raok kas e vanne d’an traoñ.

Goulc’han Kervella

Un danevell embannet EN NIVERENN 809 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez