Arruet eo an diskar-amzer, ar c’hozh amzer, ar yenijenn met ivez ar c’houlourdr, ar c’histin hag an avaloù… Setu evit ar sizhun-mañ rekipe ur wastell avaloù a zegaso frealzidigezh1 ha plijadur deoc’h.
Un doare tartezenn tatin eo ar wastell-mañ, da lâret eo ur wastell eilpennet2. Fardet e vez ur c’haramel e-barzh ur moull-gwastell da gentañ ha shuilhet e vez toaz ar wastell da heul war benn ha lakaet e vez er forn.
Bez e c’heller lakaat n’eus forzh peseurt frouezh evit fardañ ar wastell-se, diouzh ar c’houlz-amzer pe al lec’h. Ur gwir lip-e-bav an hini eo, me lâr deoc’h !
(Evit 8 den)
Aozennoù :
* 200g bleud gwinizh T80
* 100g bleud ed-du3
* 100g sukr
* 150g amann sall
* 3 u
* 6 aval
* 1 dornad rezin sec’h
* 1 dornad alamandez sec’h
* 1 sac’hig goell kimiek pe ul loaiad vihan bikarbonat sodium
* ur meudad holen
Pazennoù :
1 – Fardit ar c’haramel, o lakaat 100g sukr e foñs ur moull-gwastell gant ur banne dour ha poazhit war an tan e-pad 5 munutenn pe war-dro, betek kaout ho karamel rouzet mat. Gallout a reer meskañ anezhañ gant ul loa-goad.
2 – Gwalc’hit an avaloù, tennit ar greun en diabarzh, peilhit ha troc’hit anezhe dre an hanter pe vihanoc’h, – diouzh ment ar frouezh – ha goude lodennit an tammoù-se war c’horre ar moull.
3 – Lardit bordoù ar moull gant amann.
4 – Fardit an toaz : meskit da gentañ an uioù, an holen hag ar sukr, basit gant ur fouet, ha goude lakait ar bleud hag ar goell ouzhpenn. Lakait ho forn war elum, war-dro 180°.
5 – Skuilhit an amann teuzet d’ar poent-se ha meskit tout-se a-zoare ha lakait ar rezin hag an alamandez. Mat eo lakaat pluskoù suraval4 troc’het munut e-barzh an toaz ivez, ur blaz soutil a roio d’ar wastell…
6 – Skuilhit an toaz-se e-barzh ar moull ha lakait er forn da 180° e-pad 30 munutenn pe war-dro . Pa deu ar gontell er-maez, sec’h, goude bezañ bet plantet e-barzh, e talvez eo poazhet mat.
7 – Ur wech ho peus tennet ar wastell deus ar forn, eilpennit diouzhtu ar moull war un asied pe ur blankenn. Pouezus eo ober andra-se pa vez tomm-tre c’hoazh.
8 – Pa vez prest da zebriñ, pe dost, e c’hallit skuilhañ ur chopinad chug-avaloù war benn hag e-giz se e vez sunet ar chug gant ar wastell. Mat-kaer eo evel-se gant chug avaloù !
Timothée Messager
1 frealzidigezh : réconfort
2 eilpennet : renversé
3 ed-du : sarrasin
4 suraval : citron
UR rekipe embannet EN NIVERENN 804 (koumanantiñ : amañ)