Kantren : ur raktres teatr nevez e brezhoneg

Ur grouidigezh dibar douget gant c’hwec’h kompagnunezh c’hoariva eo ar raktres nevez « Kantren ». Digor d’an holl eo hag e brezhoneg penn-da-benn e vo « an avantur ». Ar pezh-c’hoari a vo kinniget meur a wech adalek nevezamzer 2026.

Lañset eo bet ar mennozh gant C’hoariva, kevread ar strolladoù teatr, evit klask desachañ tud nevez e bed an teatr brezhonek. C’hwec’h kompagnunezh a vo e-barzh ar jeu — Ar Vro Bagan, Teatr Piba, Goemon-Goeland, La Obra, Ar Vroderez-Noz ha Safar — asambles gant 30 komedian ha komedianez a-youl vat.


Bodañ ha krouiñ
« Plijout a rafe deoc’h kemer perzh e atalieroù a bep seurt diwar-benn ar vouezh, ar c’horf, ar maskl, ar c’han, an dañs… ? Labourat asambles war un destenn ? Pleustriñ ha c’hoari dirak an dud ? » : setu ar pezh a ginnig ar raktres nevez « Kantren ». Daou brantad a vo kinniget d’an holl re o do lakaet o anv. An hini kentañ a vo evit dizoleiñ ha mont pelloc’h gant ar c’hoariva, e-pad tri dibenn-sizhun (etre miz Meurzh ha miz Gouere 2025). An eil a vo evit krouiñ ha pleustriñ, e-pad pemp dibenn-sizhun mui ur sizhunvezh a-bezh (etre miz Here 2025 ha miz Mae 2026).
Digor eo ar raktres d’an holl re o defe c’hoant da gregiñ da c’hoari eta. « Gouzout brezhoneg ha bezañ mennet : setu tout ar pezh a zo ezhomm ! », eme Jean-Philippe Davodeau eus ar gompagnunezh Goemon-Goeland e Montroulez. Betek 30 den a c’hello kemer perzh.


Peseurt dazont evit ar c’hoariva brezhonek ?
Goulennoù a oa er penn-kentañ : penaos reiñ c’hoant d’an dud da c’hoari e strolladoù teatr ha peseurt dazont zo evit ar c’hoariva brezhonek ? Setu penaos eo deuet ar soñj da sevel un abadenn gant ar pal krouiñ darempredoù e brezhoneg dre an teatr « en un doare plijus ha micherel ».
Bodañ arzourien hag arzourezed eus strolladoù teatr a-vicher brezhonek a oa ur pal ivez. Lakaat c’hwec’h strollad da grouiñ ur pezh-c’hoari asambles zo ur sapre avantur a-dra-sur. Evit poent emañ ar skipailh o labourat war an destenn. « An destenn a vo troet diwar ar galleg pe diwar ur yezh all. Etre tri fezh-c’hoari e chom deomp da zibab. Dav eo deomp en ober met prest e vo evit an dibenn-sizhun kentañ a vo dalc’het er C’houartz e Brest d’ar 15 ha d’ar 16 a viz Meurzh 2025. », eme Jean-Philippe.


N. Gourvenneg

strolladkantren@gmail.com


Ur pennad embannet en niverenn 1026, d’ar 4 a viz C’hwevrer 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez