Kêr Madeleine, un degemer goude ar prizon

N’eo ket gwall aes mont er-maez eus ar prizon goude bezañ chomet meur a vloaz ennañ. En em voazañ ouzh ur vuhez emren a ranker ober. Setu pal Kêr Madeleine, un atant bet krouet evit degemer prizonidi a-raok m’en em gavfent o-unan.

Emañ an ti-feurm o paouez degemer 12 buoc’h hag a vo o peuriñ er pradoù e-pad 6 miz. © Ti-feurm Kêr Madeleine

E Gweltaz-Lambrizig emañ, er gwalarn da Naoned. Ar riskl zo, pa vez dieubet ur prizoniad bet chomet ouzhpenn dek vloaz en toull-bac’h, en em lakafe d’ober traoù fall en-dro. Er prizon emeur an-unan, pell diouzh buhez an diavaez, hep kaout darempredoù estreget ar re a vez gant ar brizonidi all ha gant ar gwardoù. Ne vez ket mui liammoù gant ar familh atav. N’eur ket boas ken d’ober war-dro kudennoù ar pemdez. Koll fiziañs a reer ivez. Bezañ taolet er-maez a-daol-trumm a c’hell degas c’hwitadennoù. E Kêr Madeleine e vez desket d’ar prizoniad adpakañ e frankiz tamm-ha-tamm. En ur ober e labour war an atant eo kiriek pep hini eus ar pezh a ra, gant sikour ar skoazellerien.
Unan anezho zo karget da heuliañ ha da reiñ sikour d’ar brizonidi evit o faperioù hag o difraeoù melestradurel, evit o yec’hed, evit kaout ul lojeiz, evit klask labour.
Pa vez tost echu gantañ e amzer toull-bac’h e c’hell ur prizoniad ober e c’houlenn evit mont da Gêr Madeleine. Dont a ra unan eus skoazellerien an atant da welet anezhañ evit displegañ dezhañ ar pezh a vez graet war an atant ha penaos ez a en-dro. Goude er peder d’ober un droiad en atant da welet penaos e vez labouret ha penaos e vez bevet eno. Ma vez a-du ar barner dedalvezout ar c’hastizoù, neuze e vez degemeret.


War an atant
Ur vuhez a-stroll a vez renet war an atant rak pep hini a rank en em voazañ ouzh ar re all. N’eus ket mui eus an darempredoù en deveze a-raok gant ar brizonidi all ha gant ar warded. Kambroù un den zo evit en em gavout an-unan, d’an den da gaout e vuhez dezhañ, ar pezh a oa bet kollet en toull-bac’h. Pouezus eo bezañ asambles, avat, da vare ar predoù, evit kendivizout, evit kempenn ar salioù, evit an diduamantoù ivez. Un endro e-giz en ur familh a vez kinniget e Kêr Madeleine. Arouez an aergelc’h-se eo an daol vras a zo penn-da-benn ar sal-debriñ. Betek ugent den a vez outi da greisteiz. Un emgav ret eo, pouezus-tre.
« Daou-ugent vloaz e oan pa’m boa anavezet ar prizon. Goude meur a vloaz en toull-bac’h n’eo ket anat adsevel e vuhez. N’heller ket skeiñ hebiou pa zeuer er-maez », eme c’hGregory.
War an atant e vez gounezet legumaj bio hag a vez gwerzhet war-eeun pe da stalioù bihan. Krog eo ar skipailh da sevel givri ivez. Produet e vez fourmaj-laezh hag a vez gwerzhet war ar marc’hadoù.
Ne c’heller ket chom atav war an atant evel-just. N’eo nemet un tremen war-zu ar vuhez wirion. Gwask a c’hell degas war spered ar re a zo aze o soñjal e rankint kuitaat al lec’h klet-se. « Pa oa bet lavaret din e oa poent mont kuit em eus pennfollet. Kaset em eus an holl da sutal. Aon am eus bet da gouezhañ en ifern an dramm adarre », eme c’hGregory. Alies e c’hoarvez e-giz-se pa dosta mare ar c’himiad.

Y. Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 1038, d’an 29 a viz Ebrel 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez