Lakait ar c’hoñje mizioù e plas el labour !

D’ar 15 a viz C’hwevrer 2024 e oa bet distaolet gant ar Sened ul lezenn evit lakaat e plas daou zevezh koñje abalamour da amzerioù “poanius”. Koulskoude ez eus anezhañ dija e kevredigezhioù hag embregerezhioù zo e Breizh, an ti-embann Keit Vimp Bev en o zouez. Un ezhomm an hini eo evit ma vefe an holl dud en o bleud el labour.

C’hoarvezet ez eus bet gant 65 % eus ar merc’hed kaout diaezamantoù el labour abalamour d’o mizioù poanius. © Freepik

Ur vaouez diwar ziv he deus poan da vare he mizioù ha skuizhus eo dezho. Chom a reont hep ober tra, ne vezont ket en o bleud ha ne vez graet netra evit aesaat ar jeu. Setu ar pezh a ziskouez ar sontadeg savet gant an IFOP e 2021 diwar respontoù 1010 maouez etre 15 ha 49 bloaz. “Gwashoc’h eo an traoù el labour. 68 % eus ar merc’hed aterset evit ar studiadenn OpinionWay e 2021 a soñje dezho ne vez ket komzet tamm ebet eus ar mizioù en embregerezhioù”, eme Hélène Conway-Mouret, senedourez er strollad Sosialist, Ekolojist ha Republikan. Skrivet he doa un destenn e 2023 evit kinnig ul lezenn diwar-benn ar yec’hed hag aez ar merc’hed el labour : “En deiz a hiziv n’eo ket hervez lezenn. Ar merc’hed ne c’hellont ket chom a-sav hep koll arc’hant da vare o mizioù.” Heñvel e oa ar c’hinnig-se ouzh al lezenn a oa bet votet e parlamant Spagn warlene, e miz C’hwevrer 2023.
D’ar 15 a viz C’hwevrer 2024 e oa bet breutaet er Sened met distaolet eo bet. “N’hon eus ket ambrouget emdroadur ar gevredigezh”, eme Laurence Rossignol, ur senedourez sosialist he deus difennet al lezenn er Sened.


“Un araokadenn eo”
Muioc’h-mui e vez lakaet ar gaoz war ar sujed-se rak abaoe un nebeud bloavezhioù ez eus bet lakaet ur c’hoñje mizioù e plas e embregerezhioù, kevredigezhioù ha strollegezhioù publik zo en un doare anofisiel, hervez youl an implijer. E bed ar brezhoneg, da skouer, e oa bet asantet “diouzhtu” gant kuzul-merañ Radio Kerne e miz Even 2022. “Skrivet eo e vez roet un devezh paeet ar miz d’an dud gopret ma‘z eo re boanius o mizioù dezho”, eme Vorgane Bramoulle, e-karg eus ar programmoù e Radio Kerne, a zo staliet e Ploneiz, 10 kilometr diouzh Kemper. Kaset e vez ur gemennadenn peotramant ur postel da Vorgane Bramoulle diouzh ar mintin ha dasparzhet e vez al labour etre ar peurrest eus ar skipailh, 10 den en holl.
“Daou efed zo bet : lakaat a ra ar gaoz war an dra-se rak al lodenn vrasañ eus ar skipailh ne ouie ket e oa poanius an amzerioù ha cheñch a ra spered ar skipailh”, emezi. Nebeutoc’h eget 10 % eus an devezhioù-se zo bet kemeret abaoe bloaz hanter. Dibaoe ez eus muioc’h-mui a dud oc’h ober ar memes tra, evel holl radioioù brezhonek ar rouedad Radio Breizh : “Un diviz zo bet gant Ti ar Vro Kemper ivez.”
D’an 22 a viz C’hwevrer 2024 e oa bet asantet ivez gant kuzul-merañ Keit Vimp Bev. “‘Mije ket soñjet en dra-se », eme Vartine Laurent, aet e darempred gant Morgane Bramoulle evit gouzout hiroc’h. « Pa oan yaouankoc’h, ‘oa ket. Evit ar re eo diaes dezho eo un araokadenn.” Hervez Morgane Bramoulle ne cheñcho ket an traoù hervez lezenn evit poent met “seul vuioc’h a dud a lako ar c’hoñje-se e plas seul vuioc’h a dud a vo dedennet gant an dra-se.”

Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 978, d’ar 5 viz Meurzh 2024.

Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez