Lamm Willy Wolf e Naoned

100 vloaz zo e lamme an den ouesk Willy Wolf eus pont treuz-kaeañ Naoned dirak ur mor a dud deuet da vamañ d’e daol-kaer. Met ne c’hoarvezas ket pep tra evel ma oa bet rakwelet.

A orin poloniat e oa Willy Wolf. Ganet e oa bet e Lodz e 1897. Labouret en devoa evel den ouesk e meur a sirk en Alamagn. A-raok ar brezel 14 en em gavas ar paotr e Frañs. E-pad ar brezel e stourmas gant an arme c’hall war an talbenn el legion poloniat. 26 vloaz e oa pa erruas e Naoned lec’h ma kavas labour en uzin metalouriezh Batignolles evel junter. Ne oa ket bet dilezet e vicher gozh gantañ avat rak en em ginnig a rae d’an holl evel trapezer ha den ouesk. Torr-gouzoug ha plijet gant ar santadurioù skrijus e oa.


E Rouen un nebeud mizioù a-raok
A-raok ober e lamm e Naoned en devoa graet ar memes tra e Rouen dija. Eno e oa ur pont treuz-kaeañ ivez. Ur pont e-giz-se zo ur pont izel a-walc’h a-us ar stêr met pa zeu ur vag vras da dremen dindanañ e saver anezhañ. Neuze ne c’hell ket ar c’hirri tremen warnañ evel-just. E Rouen evel e Naoned e c’helled sevel ar pont treuz-kaeañ 55 metr a-us an dour. D’an 29 a viz Meurzh 1925 e pignas Willy Wolf war pont treuz-kaeañ Rouen. Deuet e oa ur bern tud da sellet outañ rak kemennet e oa bet er c’hazetennoù. Da gentañ e reas un nebeud taolioù embregerezh-korf war un trapez ha goude e teuas ar mare a oa gortozet gant an holl. Lammat a reas diwar ar pont. Brav-tre e teuas gantañ. Filmet e oa bet hag un nebeud devezhioù war-lerc’h e voe diskouezet e daol-kaer e salioù-sinema kêr.
Fougeet o welet e oa deuet brav gantañ e faotas dezhañ en em ziskouez war ar pont adarre. Kemenn a reas neuze d’ar gazetennerien e rafe ar memes tra un eil gwech, hag eñ o tiskouez traoù nevez zoken. A-raok pignat war ar pont d’an 29 a viz Ebrel edo o werzhañ kartennoù-post gant e boltred warno. Met en deiz-se ne lammas ket ha ne reas nemet pennadoù embregerezh-korf. Ne voe ket plijet an holl dud deuet niverus da welet anezhañ o splujañ er Saena. Hag an holl oc’h ober an hu outañ, gant an dipitet ma oant. Ne vern. Ma n’en devoa ket lammet d’an 29 a viz Ebrel, d’an 3 a viz Mae e raje avat. D’an deiz-se ne voe netra rak ne zeuas ket Willy Wolf.

Lamm Naoned
Ma ouie Willy Wolf ober troioù-ouesk ha lammat diwar ur pont, da vrudañ e afer en devoa barregezh ivez. Evel e Rouen en em lakaas da werzhañ kartennoù-post. Ar wech-mañ en em ziskoueze gwisket evel un den ouesk gant ur stammenn zu, ur penn marv treset warni. Ul lugan en devoa : « Prenit ar paotr a zo o vont da vervel » a lavare o werzhañ e gartennoù-post. Emgav a voe lakaet da Naonediz d’an 31 a viz Mae 1925. Goulenn a reas un aotre digant maer Naoned. Hemañ ne faotas ket dezhañ e reiñ dezhañ, abalamour d’an dañjer re vras a oa, hervezañ.
Ne vern. Ur mailh e oa Willy Wolf war ar brudañ rak d’an deiz merket e oa deredet un ugent mil bennak a arvesterien da arvestiñ ouzh lamm an den ouesk. Pignat a reas ouzh obankoù ar pont treuz-kaeañ dirak kameraioù ar Gaumont. Ur gwir arvest e voe rak ne lammas ket Willy Wolf diouzhtu. Kregiñ a reas gant pennadoù trapez, goude e teuas mare an efedoù arbennik. Gwisket en devoa ur gouriz a enaouas tan ennañ.
Da 5 eur edo a-us an dour, war bord ar pont. Entanet e oa an arvesterien. Huchal a raent : « Bez kreñvoc’h eget ar marv ! Lamm ‘ta ! » Chom hep tennañ o anal a reas an ugent mil den pa weljont Willy Wolf o nijal a-hed ar 55 metr zo etre ar pont hag an dour. Tavet en devoa pep hini, o c’hortoz e teuje ar paotr kalonek en-dro war-c’horre an dour. Kaer a voe gortoz, ne voe ket gwelet an haroz o tiskouez e benn en-dro hag e rankas an dud mont d’ar gêr, pennoù teñval outo.
C’hwec’h devezh goude e voe kavet e gorf el Liger gant ur pesketaer, kostez Pentelloù.


Chomet e eñvor e kalon Naonediz
N’o deus ket disoñjet Naonediz Willy Wolf. Daoust hag-eñ o devoa ezhomm an dud da grediñ e traoù burzhudus goude mareoù kriz ar brezel 14, pe daoust hag-eñ e oant kizidik ouzh huñvreoù un den hag a glaske sachañ brud vat war e anv ? Un dra zo sur, laosket en deus Willy Wolf e roud en istor Naoned. Ul levr zo bet skrivet diwar-benn e vuhez er bloaz-mañ. Ha gant ar strollad sirk La Contrebande e c’heller arvestiñ ouzh un abadenn hag a gont e vuhez.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 1045, d’ar 17 a viz Even 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez