Morvana ar rinkinez vihan du-glaou, bet dilezet ivez gant he re rak dezhi un tarch bras gwenn-kann war he c’hof, a rene ur vuhez displijus en digenvez e-kreiz ar meurvorioù. He zistridigezh vras a oa bet merzet gant Gritig ur rinkinez kozh-Noe a veve ivez en distro e donderioù Mor Weddell, korriganez strobinellus evit lod, sorserez diaoulek evit lod all. Alierez fur ha poellek e oa ar gozhiadez-se ha lavaret e oa bet ganti d’ar rinkinez vihan
– Gouzout a ran ar pezh a c’hoarvez ganit, paourkaezh Morvana! Enoeet out, enoeet-marv! Ha mil boent eo dit kavout un diduell bennak hag ehanañ gant da soñjoù du!‘
Diduelloù, diduelloù! N’eo ket ken aezet se kavout diduelloù e-kreiz ar mor! Ur pezh taol-chañs e voe dezhi tremen hebiou hent bag-lien Lomig un devezh en donvor da aodoù Bro-Vrazil. Ur paotr jentil-tout, reder-mor, hunvreer ha barzh war un dro e oa Lomig. hag an deiz-se e oa lakaet e vag difiñv-mik e kalmijenn vras ar »Pot au noir’‘. E-pad daou zevezh ha teir nozvezh e oa chomet ar rinkinez stok-tre outi. Morvana, na oa bet klevet ganti betek-henn nemet kan ar balumed, a oa souezhet-bras ha boemet-naet gant ar sonioù iskis a selaoue Lomig outo war e chadenn hi-fi didreuzus bet graet teir gwech dija tro ar bed ganti. Kanaouennoù, Planxty, Julos Beaucarne, Jef Fulup hag Annie Ebrel a zassone hep ehan dindan gwrez an trovanoù. Ne skuizhe ket Morvana ouzh o c’hlevet o kanañ. Met, siwazh dezhi, mont a reas an avel war greñvaat a-greiz-tout , ha diouzhtu-dak e voe echu ar muzik rak barroù-arnev spontus ha piladoù glav beuz. Da darzh an deiz e sioulaas an amzer met ne chome neuze tamm bag ebet ken war wel war gorre an dour.
E-pad div nozvezh ha tri devezh e klaskas Morvana war-lerc’h lestr bihan Lomig, met en aner: ne gavas netra. Dipitet-naet e rankas plegañ hag adkemer hent Mor Weddell. Derc’hel a rae soñj eus kement tra a oa bet klevet ganti, ha kaeraet e voe he beaj-distro gant ar sonioù bet nevez-dizoloet ganti, tonioù heson Planxty, barzhonegoù-muzik boemus Julos, kanaouennoù ha gwerzioù fromus ha trivlius Jef hag Annie. Met nijal a rae e spered chalet, lakaet diaes gant meur a c’houlenn a chome hep respont: Betek-henn ne voe bet gwelet ganti nemet dour, morioù ha meurvorioù, bezhin, koural, pesked, kregin, ha krestreneged, setu ne gomprene ket gwall vat:
– Petra a c’halle bezañ an traoù-mañ?
♫. An drez a greskas en e brajoù
Gant ar balan hag al linad. ♫
evel ma kane Jef,
– Ha piv a c’halle bezañ ar re-mañ?
evel ma kane Annie.
P’en em gavas Morvana kalz diwezhatoc’h adarre gant Gritig, ar rinkinez kozh-meurbet, e oa c’hoazh he spered leun a velkoni, ha Gritig, predoniourez fin anezhi, a lavaras dezhi:
– Selaou ganin Morvana! Ma chomez hep lavaret din ar wirionez da vat, ne dalvez ket ar boan, ne c’hallin ket sikour ac’hanout ! Ha, sur on e kuzhez meur a dra din.
O klevet kement all he doa tarzhet Morvana da ouelañ hag setu neuze he doa anzavet n’he doa nemet ur bann-heol bihan en he buhez: ar c’houn eus ur rinkin aonik bet gwelet ganti pell amzer dija en un tu bennak etre Bae Bengal ha Pleg-Mor Ginea.
O klevet kement all e oa bet fromet ha trivliet Gritig, a lavaras neuze dezhi a vouezh dous ha kennerzhus:
– Arabat dit bezañ trubuilhet ha nec’het Morvana, kavout a rin ar rinkin bihan-se.
Ur vredoniourez fin e oa Gritig met ivez ur sapre lennerez planedennoù, donezonet-dreist ha brudet-kenañ abaoe ma oa bet diouganet ganti e teufe Chefig da vezañ un aotrou eus ar re binvidikañ. Betek-henn ne oa Chefig nemet ur rinkin yaouank dilabour, ul lakepod lakaet da baourkaezh lankon gant e genseurted. Hag un devezh he doa lavaret dezhañ war un ton sirius-tre:
– Chefig, Ehan ‘ta da selaou ar c’hozh kaozioù graet diwar da benn! Kae da foetañ mor hardizh, hag un deiz e tistroi pinvidik-mor ha arc’hantet-spontus, e c’hallez krediñ.
Ha setu neuze Chefig sederaet hag aet kuit diouzhtu da verdeiñ war holl veurvorioù ar bed.
Edo ar gwir gant Gritig rak mil bell amzer war-lerc’h he fromesa e tiboukas Chefig a-greiz-holl, mistr ha disteñget-sovaj, neuziet-kaer evel ur markiz, dirak e genseurted sebezet-mik a selle bremañ ouzh Gritig evel pa vefe un doueez hollc’halloudek. Ouzhpenn-se e c’halle Chefig dispign ha foranañ e arc’hant forzh pegement peogwir pa ne chome netra ken gantañ e neuie kuit a-raok distreiñ pinvidikoc’h c’hoazh ur pennad amzer goude: Ur gwir donton Kristobal anezhañ! Distroet e oa ur wech, en e c’heol seizh dant aour fetis nevez bet imboudet outañ gant brudetañ dentour Valparezo, hag ur wech all kinklet e angell gein gant pezhioù mein prizius. Bep taol e tegase ur prof bihan d’e vignonez Gritig peogwir e oa bet cheñchet-naet e vuhez a-drugarez dezhi. Ar rinkined all, avius, a glaske gouzout muioc’h. Lod a gave dezho e oa bet kavet gantañ teñzor kuzh ur morlaer bet koachet war unan eus an inizi Salomon. Gritig he doa soñjet e-pad pell en doa dizoloet sur a-walc’h koufroù leun a bezhioù aour ur garavellenn spagnolat e donderioù Mor an Antilhez. Met aliesoc’h-aliesañ e profe Chefig dezhi gwastilli saourus: Kouignoù-amann lipous-spontus anezho! Ha setu neuze Gritig he doa komprenet: Chefig a yae da foetañ mor war-du Bae Douarnenez! Ha sklaer e oa an afer bremañ eviti: Chefig en doa dizoloet ar gêr varzhus, dezhi palezioù hollgaer ha teñzorioù divent, ar gêr vojennel beuzet: Kêr-Is ! Chefigen doakavet Kêr-IS !
Da geñver unan eus e weladenn e kontas Gritig istor buhez ar paourkaezh Morvana da Chefig a huchas neuze – pe dre zegouezh pe dre hud, piv a oar?:
– Seizh kant mil boullc’hurun! Anavezout a ran mat ar rinkin bihan-se dezhañ un tarc’h du war e gof ! Dam ! Tout an dud a anavez anezhañ du-hont tro-war-dro Kêr-.…’
Chom a reas a-sav-krenn en e gaoz! War-nez nebeut en dije diskuliet e c’hevrin!
– Ya! » adkrog e oa da gaozeal. Lavaret a raen dit e oa anavezet mat war-dro… Enez Eusa hag Enez Volenez: Fulupig eo e anv! Fulupig ar rinkin bihan brestat eo a gomz brezhoneg ken koulz ha dluzhed an Douron e trowardroioù Bodsorc’hel.
O klevout kement all e tiwanas levenez adarre war dremm Morvana. Met buan a-walc’h e klaskas gouzout hiroc’h diwar-benn Eusa ha Molenez. Penaos ha dre belec’h mont betek eno?
– Bez dienkrez Morvana, a lavaras Chefig. Chañs ac’h eus rak ur miz zo bennak en deus kuitaet Sonkerzo »An Amiral », porzh-mor Brest e penn e dric’houc’h divent en esper ober an herrekañ Tro ar Bed bet graet biskoazh war ur vag-dre-lien. Prestik en em gavo e strizh-mor Drake; Gortoz anezhañ hag e kaso ac’hanout betek Enez Eusa ha Brest da dizh un Tren Tizh Bras.
Morvana a yeas a-benn-herr da c’hedal an tric’houc’h e Mor Scotia. Ne oa ket Chetig ur gaouier rak nebeut goude e tifoupas Kochiz eus ar vorenn, Olier An Amiral, e vlev en avel diroll, a-drek ar varrenn-stur. Dre guzh en em silas ar rinkinez vihan e roudoù ar vag. Krog e oant gant an hentad Kab-horn/Eusa, ha Fidamdoue ! Echu neuze gant ar »farniente » ha kanaouennoù heson Julos, Jef hag Annie o tont eus koked Lomig an hunvreer; bremañ e oa anv eus Tric’houc’h divent Olier ar c’henstriver didruez, ha ne voe hent an distro nemet un emgann hep ehan a-enep an amzer, an avel hag ar gwagennoù, un tourni spontus, gant trouzoù ha stokadennoù a bep seurt mesk-ha-mesk.
War linenn erruout Eusa/kap Lizard e oa bet trec’het prop ha brav rekord an trofe Jules Verne gant ar mestr amiral. Kenedus ha meurdezus e trone Olier Sonkerzo a-drek ar baol e-keit ma oa ar paourkaezh Morvana war he zremenvan koulz lavaret, dindan kouc’h ar vag divent Kochiz. Eno eo e oa bet kavet nebeut goude ar rinkinez vihan chomet c’hoazh don en he c’housk advevus, gant komiserien an trofe e-karg eus gwiriadur ar rekord. E fin o enselladenn e embannas ez-ofisiel ar juri trec’h Olier Sonkerzo. A-zivout Morvana, truezus outi ha ankeniet gant stad-spontus he skuizhder, e tivizas ar gomiserien he fiziout e evezh bras mezeien vrudet Ozeanobolis Brest.
Ha setu penaos an deiz war-lerc’h, he doa kredet ar rinkinez du-glaou, dezhi un tarch gwenn-kann war he c’hof, e oa o hunvreal p’he doa gwelet hag anavezet diouzhtu dirazi, Fulupig ar rinkin gwenn-kann dezhañ un tarch du-glaou war e gof, hag a arveste outi gant teneridigezh, e-kreiz kibell divent an akwariom brestat. Ne oa ket se un hunvre, deroù gwir istor Morvana ha Fulupig ne lavaran ket! Met gwir eo ivez…. ez eo fin ma istor hiziv.
Bernez Géry
Un danevell embannet EN NIVERENN 811-812 (koumanantiñ : amañ)