Dipitet e oa bet ar radioioù brezhonek pa n’o doa ket tapet ur frekañs e Breizh a-bezh dindan an anv Radio Breizh e dibenn 2024. Daoust da se e talc’hont da gaout raktresoù. Setu ar pezh a oa bet kemennet gant Radio Kerne da-geñver e emvod-meur d’ar 4 a viz Meurzh.

Liammet eo Radio Kerne ouzh Radio Naoned. Ez lezennel ez eo ar memes kevredigezh. E Naoned e oa gwellaennoù da zegas d’ar studio. Setu perak ez eus bet postet arc’hant da sevel un eil studio hag a zo bet digoret er miz-mañ.
Aotreoù en deus tapet Radio Kerne digant an ARCOM (aozadur broadel karget da verañ ar frekañsoù) da skignañ e Dab+ war takadoù Kemper, an Oriant ha Gwitreg. An Dab+ eo an teknik skignañ a zlefe kemer plas an FM a-benn dek pe bemzek vloaz ac’hann moarvat. Er c’hontrol d’an FM n’eo ket perc’henn Radio Kerne war ar peulioù-skignañ DAB+. An holl radioioù bet aotreet war un dachenn a skigno diwar ar memes peul hag abalamour da se n’eo ket mestr Radio Kerne war al labourioù met prestik e vo krog da skignañ dre an Dab+.
Estreget e Ploneiz hag e Naoned emañ Radio Kerne avat, rak ur studio en deus e Roazhon ivez. Eno e vo cheñchamant ivez rak dilojañ a vo graet a-benn nebeut.
Doareoù ober nevez gant mont en-dro ar radio
Abaoe ma voe krouet ar radio tregont vloaz zo e veze dilennet ur prezidant, ur sekretour hag un teñzorier gant ar c’huzul-merañ. Ne vo ket mui eus an doare kustum-se d’ober a-fet merañ ar radio gant an izili. Hiviziken, dre ur cheñchamant statudoù, en devo pep hini ar memes galloud e diabarzh ar c’huzul-merañ. Posupl eo ez lezennel. Diwar skouer Radio Bro Gwened a ya en-dro e-giz-se abaoe bloaz e vo roet lañs d’ar mont en-dro a-stroll-se. Ennañ e vo lakaet komisionoù e plas, enno tud dave war sujedoù a-bouez evel : gwagennoù, koskor, buhez ar gevredigezh, diorren ha raktresoù. Ur skouer eo an dibab-se, moarvat, eus an diaesterioù zo da gavout tud evit kemer kiriegezhioù war o chouk er bed kevredigezhel dre vras.
Un eil cheñchamant a vo ivez, hag a sell ouzh buhez ar c’hopridi. Krouet ez eus bet ur bodad etik, ennañ peder gopradez eus skourroù Naoned, Roazhon ha Ploneiz, gant ar pal gwellaat mont en-dro ar gevredigezh en ur ober kinnigoù evit muioc’h a ingalded ha muioc’h a gempoellded e diabarzh ar gevredigezh. Ur roll heñchañ an divizoù en devo ar bodad-se, kement ha prederiañ war ar mod da wellaat an traoù. Ur sontadeg diabarzh zo bet kaset d’an holl gopradezed ha gopridi evit degemer o soñj diwar-benn an aozioù labour, an aezamant el labour, pe ar c’hoantoù a vefe gant pep hini.
Ur gael programmoù nevez hag un arload
Dre m’o deus kuitaet gopridi zo ar radio ha dre ma vo re all o cheñch lec’h labour etre Naoned, Roazhon ha Ploneiz ez eus bet soñjet adwelet traoù zo a-benn fin an hañv. Abadennoù nevez a vo, pe kaset da benn en un doare disheñvel en tri lec’h produiñ. En em soñjal war an dra-se a raio ar skipailh a-raok pell. Ret eo gouzout n’eo ket hepken skignañ e Gwitreg hag e Naoned e c’hell Radio Kerne ober, met kaout bep a gael programmoù en daou lec’h-se e rank ivez.
Un arload a vo lakaet er pleustr gant Radio Breizh. Aesaat ar selaou diwar ar pellgomzerioù hezoug e vo pal ar benveg-se. N’eo ket ur raktres hag a denn da Radio Kerne hepken evel-just rak Arvorig FM, Radio Bro Gwened ha Radio Kreiz Breizh a gemero perzh ivez.
Y. Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1033, d’ar 25 a viz Meurzh 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg