Daou viz ‘zo zo bet savet ur raktres nevez gant 2 blac’h yaouank, Estelle ha Julie, genidik a Vreizh c’hoant ganto ober war-dro maouezed a vev e ruioù kêrbenn Bro C’hall. Graet o doa o soñj e-pad ar c’henfinañ (kentañ !) krouiñ ur gevredigezh, « Soie Rouge » hec’h anv. Awenet int bet gant an niver a dud a-youl-vat o doa kroget da wriat maskloù da vezañ roet dre kevredigezhioù sokial, tiez an holl, tiez-kêr hag all.
Ker-ruz e c’hell bezañ lienajoù-amzerioù evit kalz merc’hed : 10 % deus ar maouezed n’o deus nemet 180 € bep miz evit bevañ, ha 5% eus o dispignoù a vez gouestlet d’ar prenadennoù-se. 130 000 krennardez a vank eurvezhioù skol evit ar memes abeg. Niverus eo ar merc’hed e vez ret dezho ober un dibab etre boued ha lienajoù. Niverus ivez ar re a implij paper pe danvez a c’hell bezañ danjerus-kenañ evito. Setu perak o deus soñjet an 2 vignonez kinnig d’ar merc’hed diarc’hant, didoenn a-wechoù, serviedennoù adimplij. Kroget o deus o-unan, gant pep a vekanik-gwriat, gant danvez prenet gant o arc’hant. Evel-just n’o deus ket « ijinet » an doare d’ober, merc’hed all a zo hag a ra o dafar dija, ha kavet e vez ivez servietennoù da werzhañ e stalioù ‘zo pe war internet. « Tuto » a vez skignet war ar rouedad ivez evit an neb a garfe deskiñ ober. Skoulmet o deus liammoù gant strolladoù sokial, ha dao ! E miz Gwengolo, da skouer, zo bet goulennet diganto prientiñ 500 serviedenn evit ur greizenn sokial. Tamm-ha-tamm e teu ar gevredigezhig da vezañ anavezet. Al labour ne ra ket aon d’an 2 blac’h yaouank, bepred o redek, o pellgomz evit kaout peadra da vont war-raok.
War hir dermen
Produet e vez lienajoù da vezañ gwalc’het hag adimplijet, ‘pezh a zisamm spered ar merc’hed en em c’houlenn bep miz penaos pourchas seurt traoù. Doujus ouzh ar yec’hed hag an en-dro eo ar serviedennoù a reont. « Soie Rouge » a fell dezho implijout danvezioù okeo-tex par ma c’hellont. (ne vez implijet enno produ kimiek ebet, a vefe noazus evit ar yec’hed). Tri danvez dishenvel eo ret kaout evit ar serviedennoù-se, 3 gwiskad dezho d’an nebeutañ. Da gentañ e vez ur gwiskad diabarzh, gant kotoñs, kentoc’h, rak gwelloc’h eo evit ar c’hroc’hen, ha dousoc’h. E-kreiz e kaver danvez “éponge”, bambou pe zorb e anv, a vez lonket kalz dourenn gantañ. Dous eo ivez. Hag evit echuiñ, ur gwiskad diavaez gant danvez dizintrus, anvet PUL (polyurethane laminé)
Digor d’an holl
Kement hini en deus ur mekanik gwriat a c’hell reiñ un tamm amzer. Roet ‘vez an danvez. Atalieroù ‘zo bet lakaet e plas ivez, evit deskiñ, kaout alioù, eskemm. Abadennoù, kaozadennoù, filmoù a vez ivez aozet. A benn nebeut e klasko Soie Rouge sevel ur « crowfounding » rak ker-ruz eo an danvez dizintrus. Didoull-rik e rank bezañ. Danvezioù a c’hell bezañ kavet aes met ar PUL eo ret e brenañ. War-dro 13 € ar metr e koust. Reiñ lienajoù da 200 den bep miz eo ar pal, ha dreist-holl da dud a vev e Pariz pe e-kichen. Ma vez ret kas pakadoù dre ar post, eo ret paeañ (jedet zo bet e koustfe war-dro 4000 € ar bloaz evit frejoù-kas). Neuze e vo galvet war ulule tout an dud o defe c’hoant skoazellañ ar raktres. Diskleriet ‘vo pep tra gant muioc’h a vunudoù. Ur bajenn facebook a zo bet digoret dindan anv Soie Rouge.
- Ur pennad embannet en niverenn 805 – d’an 13 a viz Du 2020
koumanantiñ : amañ