Dibar eo ar soubenn-mañ abalamour d’he liv roz ha d’he blaz digustum. Ur pezh plijadur eo evit an daoulagad da gentañ, peadra da vagañ ar skiantoù1, pep pouezusañ evit fardañ ur pred yac’h. Brav eo debriñ soubenn a bep seurt e-pad ar mizioù du, ha cheñch al legumaj a vez lakaet e-barzh ar gastelodenn.
Mat eo ar beterabez evit kreñvaat ar reizhiad imunekaat hag ivez evit neptuiñ ar pistriennoù.
Aozennoù :
* C’hwec’h beterabezenn ruz kriz (krenn o ment)
* Dek delienn bennak kaol kale
* Ul litrad hanter dour
* Div loaiad vras bouilhoñs legumaj e poultr (kavet e vez zoken e bio)
* Ugent sl dienn kraoñ koko
* Ur berenn
* Ur suraval
* Ul loaiad vras eoul kraoñ koko
* Ur boked perisilh pe goriandr
* Holen, pebr
Pazennoù :
1 – Peliit ar beterabez ha troc’hit anezhe e stumm diñsoù bihan gante.
2 – Dibabit ar c’haol kale, tennit an nervennoù kalet a zo e-kreiz ha troc’hit an delioù munut.
3 – Lakait ar beterabez hag an delioù kaol didroc’het da rouzañ gant eoul kraoñ koko e-barzh ur gokenn2.
4 – Lakait ul litrad hanter a zour hag an div loaiad bouilhoñs legumaj e-barzh ar gokell ha lakait da virviñ . Loaskit da boazhañ e-pad 20 munutenn, war-dro, betek ma vo tener an tammoù beterabez.
5 – Flastrit ar soubenn (legumaj poazh gant ar bouilhoñs) gant ur flastrerez3 betek ma vo flour evel ur yod dourek.
6 – Peliit ar berenn , tennit ar greun ha grit diñsoù bihan anezhi. Lakait ul loaiad vras chug suraval gant ar berenn didroc’het da virout liv splann ar frouezh.
7 – Servijit ar soubenn e-barzh bolennoù pe asiedoù kleuz, diouzh ar pezh a fell deoc’h, div glogead4 da bep hini.
8 – Ma fell deoc’h fichañ ar soubenn dibar-se, lakait ul loaiad dienn koko war c’horre hag an tammoù per en ur mod ma chomo war c’horre ivez. Hag er fin tout lakait tammoù delioù perisilh pe koriandr war-benn.
Timothée Messager
1 skiantoù = les sens
2 ur gokenn, kokenn = un fait-tout
3 flastrerez = un mixer
4 glogead, ur gloge = une louchée, une louche
UR rekipe embannet EN NIVERENN 804 (koumanantiñ : amañ)